Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.
Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.
D'an 20 a viz du e kimiadomp eta diouzh Ntoum, ha leun-kouch hor pinasenn eo e tiskennomp an Nzeme, kaset gant red ar mor o vezañ ma oa al loar-gann daou zevezh a-raok.
Hennezh zo unan eus an drafikerion hendraezoù truek a ya diouzh noz e-barzh al lec'hiennoù henoniel, pa vez loargann dreist-holl, hag a rip un tamm marmor bennak evit gwerzhañ anezhe da loukezion pe da duerion. Krabanet eo bet ganeomp ha disac'het en deus pep tra.
Mots précédents
Mots suivants
loargresk