Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. Pezh zo da zegouezhout gant ub. Reiñ ul lodenn da bep daou, dre bep daou. Ul lodenn eus e zanvez a ziouere d'ar beorien. 2. Rann eus udb., en egor pe en amzer. Devet e voe ul lodenn vras eus ar c'hastell. E-pad al lodenn gentañ eus ar XVIvet kantved. An eil lodenn gentañ eus ma istor. 3. Trl. An teir lodenn eus udb. : an tri c'hard anezhañ. B. Ent strizh 1. Pezh zo da zegouezhout gant ub., en un hêrezh. Teir lodenn a oa bet graet. 2. Gorread douar. Ar bonn a zispartie an div lodenn. Prenet em eus ul lodenn diganto. & Trl. Lodenn-varr : muzul douar zo par d'un ugentvedenn eus un devezh-arat. & Trl. skeud. Kaout ul lodenn e park ar brizh : bezañ sot. II. (db. obererezhioù an dud) 1. Kementad labour zo da vezañ graet. Ar paotr kozh ne oa ket gouest d'ober e lodenn. 2. Trl. Bezañ lodenn : bezañ barrek d'ober e bezh labour penn-da-benn. & Bezañ hanter lodenn : ober an hanter eus al labour a oa da vezañ graet. Ne oan ket un hanter lodenn dezhi da glask teureug. & Hemañ n'eo ket lodenn : n'eo ket barrek war ul labour da ober. N'out ket lodenn : n'out ket ken buan ha me da labourat.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

lodenn

1659
Référence : LDJM.1 pg portion

ar bevare lodenn warn-ugent eus a un deiz

1732
Référence : GReg pg heure (la vingt-quatriéme partie du jour)

al lodenn sekretañ ha prinsipalañ eveus an oferenn

1732
Référence : GReg pg canon (de la messe)

dispartiañ ur somm e lodennoù ingal

1732
Référence : GReg pg cotiser (marquer à chacun ce qu'il doit payer d'une somme commune)

lodenn

1732
Référence : GReg pg departement (partage de fonctions, d'emplois, distribution des tailles), distribution (partage, division)

lodennoù

1732
Référence : GReg pg departement (partage de fonctions, d'emplois, distribution des tailles), distribution (partage, division)

lodenn Kernev

1732
Référence : GReg pg (le) département (de Cornouaille)

lodennoù

1732
Référence : GReg pg distribution (partage, division)

rannet en deus e holl dra e teir lodenn ingal

1732
Référence : GReg pg (il a) divisé (son bien en 3 portions égales)

rannañ, dispartiañ, lakaat, e div lodenn just, e div lodenn ingal

1732
Référence : GReg pg diviser (en deux parties égales)

Div lodenn a zigouezh din.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Il me revient deux parts ».

darnaouet en deus e vadoù e teir lodenn

1850
Référence : GON.II pg darnaoui

Div lodenn hoc’h eus graet ; va hini a gemeran, hag hoc’h hini a roan deoc’h.

1850
Référence : GON.II p.68

lodenn

1850
Référence : GON.II pg lôd, lôden

lodennoù

1850
Référence : GON.II pg lôden

div lodenn a zegouezh deoc'h

1850
Référence : GON.II pg lôden

setu va lodenn

1850
Référence : GON.II pg lôden

D'ar c'halonoù diwalc'h eo al loden gentañ, / Ha d'ar re zo re bizh[,] houmañ an diwezhañ.

1867
Référence : MGK p98

Setu, a gav deoc’h, ankounac’haet ganen hor Bro-Leon, dre an abeg ma’z on chomet keid-all da gontañ deoc’h ul lodenn eus ar pezh a zo c’hoarvezet en eskopti Treger.

1877
Référence : EKG.I. p.154

Mes evel m'oa bet teurket Corbet e Plabenneg, ha ma n’en doa ket a c’hoant da goll eveltañ e vuhez, e testumas an dud a yoa diouc’h e zoare e kêr Vrest, hag ouc’hpenn ur "rejimant" soudarded, hanvet rejimant ar C’halvados, abalamour ma’z oant ginidik eus al lodenn-se eus an Normandi, hanvet bremañ Calvados.

1877
Référence : EKG.I. p.265

Kabiten ar soudarded a rannas e dud etre div lodenn : lakaat a reas kant anezho e pep hini eus an div waremm a zo a bep tu d’an hent en u[l] lavaret dezho : — Ar re a zo an tostañ da vourk Gwimilio a ranko lezer ar goueriaded da vont a-raok hep ober van ebet, ken na vezo o vont dirazo an diwezhañ eus ar vandenn.

1877
Référence : EKG.I. p.162

P’oant en em gavet war Bont Krist, ec’h en em rannjont etre div lodenn : unan anezho a yeas war-zu Goulc’h[e]n, Plouneour ha Kerlouan ; eben a gendalc’has da vont war-eeun gant an hent-bras war-zu Lesneven.

1878
Référence : EKG.II p.14

Kerkent al lodenn vrasañ ac’hanomp a yeas gant tud Trelaouenan d’o ziez : d’an Aotrou de Kervalaneg ha d’ar re a yoa chomet gantañ, e voe digaset da zibriñ ha da evañ kement ha ma karient.

1878
Référence : EKG.II p.4-5

an deir lodenn

1909
Référence : BROU p. 394 (trois sur quatre)

an div lodenn

1909
Référence : BROU p. 394 (deux parts sur trois)

Ar flec’h a oa en o lodenn adlivañ prenn ar skoedoù, gwennañ gant kleiz pe raz al lêr, purañ ha lufrañ ar metal anezho.

1923
Référence : SKET p.78

Ar vro douret gant stêrioù Stura ha Dravinna ha bevennet er sav-heol gant mor an Heol, er c’huzh-heol gant mor ar Goularz hag an Albis, setu eta al lodenn-zouar a voe entrevadet gant ar c’hentañ eus ar rummadoù gwirion ; hounnezh eo ar ranndir ma renas Kintus, mab Aedoviros, hag an diskennidi anezhañ, an darnved ma kreskas ha ma reas berzh, e-pad meur a gantved, poblad an Alc’houeder.

1923
Référence : SKET p.117-118

E lec'hioù a zo n'eus ket ouzhpenn hanter-kant metr eus an eil ribl d'egile. E-tal Ploveilh, uheloc'h eget al lodenn skeudennet amañ.

1943
Référence : TNKN p15

Lod anezho a chomas e Breizh-Uhel, al lodenn vrasañ, hag ar yezh vrezhonek a gilas neuze dirazo betek ar vevenn m'emañ hiriv c'hoazh.

1944
Référence : EURW.1 p7-8

— « O ! o ! Job. » — « N’eus o ! o ! ebet da lavarout. Chann Vitouz an hini eo. » — « Me ’lavar eo Na An Du. » — « Chann Vitouz eo, a lavaran deoc’h. » — « Pa lavaran deoc’h eo Na An Du. » — « Me bari eo Chann. » — « Me bari eo Na. » — « Chann eo. » — « Na eo. » — « Chann ! » — « Na ! » — « Me bari va lodenn eus heritaj hon eontr. » — « Ha me, va lodenn eus heritaj va moereb. »

1944
Référence : ATST p.19

Job, avat, a soñje en e benn e-unan : « Lom ne oar ket roeñvañ ; va lodenn-me a dlefe eta bezañ brasoc’h eget e hini. Un dra just eo. »

1944
Référence : ATST p.100

« An heritaj a vo deomp, Lom ; mes un dra dereat e vefe en em glevout diwar-benn al lodenn a zegouezh da bep hini ac’hanomp. »

1944
Référence : ATST p.120

« Feiz ! Job, an dra-se n’eo ket diaes, rannañ etre daou a zo ober div lodenn, unan evidoc’h hag unan all evidon. » — « Gouzout a ran, Lom, mes ar rannoù ne dlefent ket bezañ ingal. »

1944
Référence : ATST p.120

Lodenn gentañ ar prosez.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Hag en doare-se e treuzomp ul lodenn eus ar maezioù ha setu ar pezh en deus skoet ar muiañ va spered : n'emeur c'hoazh nemet an daouzek a viz even, hag er vro-mañ ez eo dija graet an eost.

1985
Référence : DGBD p13

An eil elfenn, gall he doare, eo eizh peul bras lodenn eeun ar chantele hag a zegas da soñj eus re Chartres pe Reims, gant o c'halonenn greiz tev hag o feder c'holonenn gostez

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 11

"Soñjal a ra deoc'h e c'hellomp kroaziañ an holl disklêradurioù?" "Gant an distank maz omp, n'omp ket lodenn."

2015
Référence : EHPEA p109

Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.

2015
Référence : DISENT p37

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux