Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. (ls. -où, logod) 1. Unanderenn logod. & Trl. kv. Sioul evel ul logodenn : didrouz-tre. Bale sioul evel ul logodenn. & Eürus evel ul logodenn er bleud, en ur sac'had bleud : eürus-tre, netra ne ra diouer dezhañ. & Mistr evel ul logodenn : mistr-kenañ. 2. Dre skeud. Termen karantezus evit ar vugale. Deus amañ, ma logodenn ! 3. Dre fent Kalc'h. II. (ls. -où) Dre heveleb. 1. Lanker un urzhiataer a vez embreget gant an dorn evit labourioù estreget skrivañ. Labourat gant al logodenn pe gant ar c'hlavier. 2. Dre skeud. Gwazhied koeñvet. Logodennoù he deus war he divhar.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

neizh al logodenn

1499
Référence : LVBCA p22, 135, 150 (le nit de la souris)

logodenn

1659
Référence : LDJM.1 pg (vne) souris

logodenn

1732
Référence : GReg pg fil (Fil volé sur ceux qui font faire de la toille, que le Tisserand vend en cachette, au marché, ou ailleurs)

logodenn penn-dall

1732
Référence : GReg pg chauve-souris

logodenn

1732
Référence : GReg pg fil (Fil volé sur ceux qui font faire de la toille, que le Tisserand vend en cachette, au marché, ou ailleurs), fraude (Marchandise de fraude.)

toull al logodenn

1732
Référence : GReg pg fraude (Le lieu où l’on vend quelque chose en fraude.)

logodenn-vors

1850
Référence : GON.II pg lôgôden-vors (mulot, souris champêtre), pg mors (mulot), pg morsen ou morzen

Div logodenn [a]m eus paket hiriv.

1850
Référence : GON.II pg lôgôden (j'ai pris aujourd'hui deux souris).

logodenn

1850
Référence : GON.II pg lôgôden (souris, petit animal du genre du rat).

logod

1850
Référence : GON.II pg lôgôden (souris, petit animal du genre du rat. Pl.)

logodenn

1850
Référence : GON.II p.21, livre premier, "souris (animal)"

Eno, an noz a dremenas / Gant ul logodenn eus ar vro, / Logodenn fur mard oa war-dro, / A voa chomet sioul en he c'hêr / Da zibriñ he boued, tomm pe glouar.

1867
Référence : MGK p126

Un dra ne voe klevet biskoazh, E poan-vugel un dorgenn vras Youe ker spontus ma krene An douar dek lev ac'hane. War gement-se an holl a lavare en-dro e vije diwarni brasañ kêr voa er vro. Petra [a] c'hanas ? ne gredfe den : Ul logodenn.

1867
Référence : MGK p32

Hervez ma welan skrivet sklaer, / Ul logodenn, ganet e kêr, / A yeas un deiz kuit eus he zi / Da c'hoari war ar maez, emezi.

1867
Référence : MGK p125

Al logodenn dieg gounezet / A yeas ganti.

1867
Référence : MGK p127

Me, evel ul logodenn, a veze bepred war-c'hed ar glianted, netra nemet evit selaou anezho o kaozeal brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p.18

Laouen e tle bezañ ul logodenn tapet ganti dre hir boanial tennañ e lost e-maez ar stign : heñvel dra a c’hoarias ganin an noz ma klevis un implijad o vannouzat : Les… voyageurs pour Lille, Verviers… Aix-La-Chapelle, Berlin, Varsovie, Moscou, en voituuuure !.

1955
Référence : VBRU p.28-29

Diwar logodenn ne vez ket razh, Aotrou komiser.

2015
Référence : EHPEA p76

L'Office public de la langue bretonne