— « Mezv hoc’h-unan, lonker brein. Ouzhpenn ur varaz[h]ad sistr hoc’h eus evet hiziv. » — « Ha goude ? An dra-se a ra droug deoc’h ? » — « Marteze. » — « Ya ! droug a rafe deoc’h… ur… ur vuredad sistr. Me… me… ur varrikennad ne ra ket aon din. N’eus ket er c’hanton un ever sistr eveldon-me. »
Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.
Kathrine he doa dibriedet diouzh Helge peogwir e oa lonker ha feuls an den.
Mots précédents
Mots suivants
lonkerezh