A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.
A-denn askell e tizjont aod-kornok enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur (2), hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion (3) en em strinkjont er c’hoummou, kas mont diwar neunv beteg aochou Aballo.
1923
Référence :
SKET
p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)
Brini a goage er c’hoadoù ; skraved-mor ha gwennelied a gelc’hiate a-us d’ar geotegoù ha d’an heizegoù ; c’hwiboned, divaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preizh a nije a-denn-askell dindan tor ar goabrenn.
Brini a goage er c’hoadou ; skraved-mor ha gwennelïed a gelc’hiate a-us d’ar geotegou ha d’an heizegou ; c’houiboned, diouaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preiz a nije a denn-askell dindan tor ar goabrenn.
1923
Référence :
SKET
p.120
Eus ar gwez haleg, elv ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o fluñv a liv gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanoù.
Eus ar gwez haleg, elo ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o flunv a liou gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanou.
1924
Référence :
SKET.II
p.52
a-denn-askell
a denn-askell
1927
Référence :
GERI.Ern
pg a3 (à tire-d'ailes)
a-denn-askell
1931
Référence :
VALL
pg (à tire d')aile(s)
Note d'étude
Rouez ha dispredet eo an adstummoù lies "a-denn-eskell" pe "a-denn-askelloù". Aet int diwar-wel er yezh lennek abaoe an XVIIIvet kantved evit doare.