1. Korf.
Pep hini eus an daou organ lec'hiet en dargreiz zo o arc'hwel puraat ar gwad hag a daol an troazh.
Al lounezh kleiz, al lounezh dehoù. Imboudañ ul lounezh. Kaout poan en e lounezhi.
2. (db. al loened desavet evit o c'hig)
Pep hini eus an daou organ-se a implijer evel meuz.
Lounezhi leue fritet gant kebell-touseg.