Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. 1. Strinkañ bannoù luc'h, teuler sklêrijenn splann. Luc'hañ a ra an heol etre div goumoulenn. Dared a luc'h en noz. Goulaouioù o luc'hañ en deñvalijenn. DHS. skediñ. HS. parañ. 2. (db. ar gorreennoù levn) Disteuler sklêrijenn. Luc'hañ a ra ar glizh dindan an heol. Ar pesk-se a luc'h evel an aour. Lakaat tachoù un armel gozh da luc'hañ. HS. lintrañ, lufrañ, lugerniñ. 3. (db. an daoulagad) Lugerniñ. Luc'hañ a ra e zaoulagad gant an avi. & Dre ast. Kasoni a luc'he en e zaoulagad. B. Luc'hañ ouzh ub. : diskouez karantez, c'hoantegezh da ub. dre ar selloù. Luc'hañ a rae ar paotr outi e-pad ar pred. HS. lugerniñ. II. V.k.e. Reiñ luc'h, lufr da udb. Luc'hañ e votoù. Luc'hañ ur pezh arrebeuri. HS. lufrañ.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

luc'hañ

1499
Référence : LVBCA p136 (reluire)

luc'hiñ

1732
Référence : GReg pg étinceler (briller, petiller: parlant des étoiles fixes, des yeux vifs, des vers luisans, &c.)

luc'hiñ

1732
Référence : GReg pg éclairer (répandre de la lumière)

luc'hañ

1850
Référence : GON.II pg leûc'hi, luc'ha, luic'ha, skléria

luic'hañ

1850
Référence : GON.II pg luc'ha, luic'ha, luia

luc'het

1850
Référence : GON.II pg luc'ha, luic'ha

luc'het

1850
Référence : GON.II pg luc'ha, luic'ha

luc'h

1850
Référence : GON.II pg goulaoui, luc'ha, luic'ha, luia

luc'hiñ

1850
Référence : GON.II pg leûc'hi

E zaoulagad a luc’h en e benn evel daou gef-tan, an eonenn a zo e korn e c’hinou, disec’h eo e vuzelloù, e fronelloù a zo digor hag a [z]eu evel moged anezho, e dal a zo roufennet, e gorf a-bezh a gren gant e herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da redet ha da skeiñ pa gav e du ; kollet eo e benn hag e skiant gantañ.

1877
Référence : EKG.I. p.287

Ar c’hlezeier a luc’he a-us d’e benn.

1877
Référence : EKG.I. p.186

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevezh ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa gouehze an dourioù sakr eus ar c’hrec’hioù neñvel, — Ha ma luc’he seizh liv ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »

1923
Référence : SKET p.34

Anvioù ar stered a anavezent, ar re zigeneil pe ar re emstrolladet a luc’h a-hed an noz en oabl, kerkoulz hag anvioù ha buhezioù an doueed a ra enno o annez (2).

1923
Référence : SKET p.39

War an ti ur vat a doenn soul nevez hag, e mogerioù anezhañ, ur gwiskad pri flour o luc’hañ a veur a liv.

1924
Référence : SKET.II p.76

Keit ha ma hijent, en-dro dezhe, ar mennozhioù-se, ar sparl drez a stouve dor ar vered a zo kouezhet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar gouloù koar a luc’h ; an aotrou person, ar c’hure, ar sakrist hag ar [g]olisted a zo o c’hortoz…..

1925
Référence : BILZ2 p.157

luc'hañ

1931
Référence : VALL pg briller

An trepasioù a zo koaret ken e luc'hont ; an dortoueroù a zo sklaer gant e-leizh a brenestroù ; ar solieroù a zo uhel wintet ha ne waskont ket war ar chouk, evel re savadurioù kozh-kozh kolaj paour Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p48

Ha pezh n'oa ket bet anzavet gant ar breur Arturo, kennebeut, re gizidik e elevez, a oa an evezhiadenn a luc'he, a-daolioù, en e spered, evel ma splamme, pa veze digoret ganti, mohera avelaouer Palmira (...).

1949
Référence : SIZH p.56

Na kaer al lies liv, ken e luc'h ar bed-mañ, Evel mil tantad foll.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Ul levenez euzhus a luc'has prim war dremm ar vaouez

2012
Référence : DJHMH p41

Luc'hañ a ra an ti, da grediñ e felle da bPatsi, a oa o chom ennañ, e lezel naet ha kempenn war he lerc'h.

2015
Référence : EHPEA p14

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux