Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. 1. (db. an amzer) [1850, 1931] Pounner ha teñval. Amzer lug. Dre an aer pout ha lug. DHS. arnevek, bouc'h, mac'h, touforek. 2. Teñval. Ar skrilhed-douar war riz o zoulloù lug. Pebezh kerseenn o welet an dornad nozelennoù o tont, e-lec'h pezhioù aour, eus an toull lug ha leizh. 3. Trl. Bezañ lug : bezañ stag, krog. An tan-gwall zo lug ! [1960] Da dud krog o labourat da vat, e vez lâret : « Emaoc'h lug, paotred ? » : krog oc'h da labourat ? & Bezañ, chom lug : bezañ, chom sac'het, ha, dre skeud. bezañ boud da respont. Chomet on lug gant ma benveg torret. Gant aon ne chomfent lug e toull o gouzoug. Ma bragoù zo lug en orjal dreinek. II. (impl. da anv hollek) 1. Kavout lug : bezañ dalc'het en ul labour, ur gefridi gant un darvoud dic'hortoz, ur skoilh. Piv a oar ha ne gavimp ket a lug ? Prez a oa warnon ha setu ur c'hamarad o tont da'm gwelet : kavet em eus lug ! 2. Bezañ el lug : bezañ krog gant udb. Evit ma c'hallo an holl heuliañ pizh labour ar re zo el lug.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

lug

1850
Référence : GON.II pg lûg

amzer lug

1850
Référence : GON.II pg lûg

amzer lug, amzer luget

1923
Référence : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Temps obscur, couvert, brumeux".

amzer lug, luget

1924
Référence : SKET.II p.134 « Geriadurig », "Temps couvert sombre (Kerne)".

amzer lug

1931
Référence : VALL pg (temps) bouché, (sujet au, qui provoque du) brouillard

Da dud krog o labourat da vat, e vez laret : « Emaoc'h lug, paotred ? » (Da dud krog o labourat da vat, e vez lâret : « Emaoc'h lug, paotred ? »)

1960
Référence : PETO p86

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux