En ti-koñvers John Holt eo e veze kavet an dilhad-se, hag an ti-se ivez eo a werzhe an "tokarn kolonial" Comfortilet hag en devoa ar vrud da vezañ an hini gwellañ a galz eus ar re a oa war ar marc'had. Re ar magajennoù all a lavared e oant mat hepken evit ar vorianed.
A-benn neuze e oa aet an tren all dreistañ ha Kathrine a welas en tu all d'al linennoù magazennoù hag uzinoù divent, savadurioù divalav gwenn-azvelen pe louet, outo anvioù embregerezhioù morse gwelet ganti.
Mots précédents
Mots suivants
magazennad