Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Stroll elfennoù, gwikefreoù prl., kenaozet a-benn treiñ ar gremm-mañ-gremm en ur stumm spletus a dalvez da seveniñ kefridi pe gefridi. Stignañ, dresañ ardivinkoù, o delc'her e-ratre. Kentañ ardivink o labourat hep nerzh den na loen eo bet ar milinoù. & Ardivink-ti : a dalvez da seveniñ kefridi pe gefridi war-dro un ti. Ar sunerez zo un ardivink-ti. HS. gwikefre, mekanik. 2. (en e furm lies) Taol gwidre, iriennoù. HS. itrik, korvigell.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

ardivink

1927
Référence : Geri.Ern pg ardivink

ardivink

1931
Référence : VALL pg appareil

ardivink luskañ

1931
Référence : VALL pg automatique

Abaoe un ugent vloaz bennak avat ez eus bet lakaet da dalvezout un ardivink nevez hag a lakaio anaoudegezh an islonkoù da vont war raok kalz buanoc'h eget gwechall : ar sonterezh dre an heklev eo.

1943
Référence : TNKN p12

An ardivinkoù-se a oa gwaskoù a vez graet troerezed anezho, evit moullañ kazetennoù.

1944
Référence : EURW.1 p.212

Fraoñval a ra an ardivinkoù e kof al lestr.

1944
Référence : EURW.1 p.110

Mont a rejomp da sellout ouzh ar gwaskelloù, ouzh an ardivinkoù-da-lizherennañ, ne oa ket nemeur anezho c’hoazh en implij ; goude, da ober un dro e bag war ar vrec’h-vor.

1944
Référence : EURW.1 p.128

Da Wener[-]ar[-]Groaz hepken e vo distro, hanter zall a-forzh da sellout en e ardivinkoù e luc'h trellus an aberioù.

1985
Référence : DGBD p138

War ar burev ez eus un urzhiataer hag ouzh ar voger un ardivink evel a re o deus ar vezeion evit sellout ouzh ar skinlunioù.

2015
Référence : EHPEA p78

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux