Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Termen a dalvez da c'heriañ ez eus dillo bras d'ober udb. Mall zo warnon gwelet an dra-se. Gant ar mall a oa warnañ e kouezhas. Kement a vall a oa warni ! Dont a reas ha mall gantañ : dont a reas gant hast bras. [1877] [M]all eo ganen klevet ar pezh a dlean da ober fenoz. [1877] Tridal a ra hor c’halon en hor c’hreiz ouc’h da glevet, Roparzh Mengi, ha mall hon eus da skeiñ war an "arme noar". 2. Dre skeud. Klask a-berzh kalz a dud. [1925] [...] gwall figus e vefe bet ar paotr, ma na vije ket bet evurus : mall a oa war e blas. [1925] Mall war ar broged. Ur gwenervezh. Gwerzhet o deus o fesked, ha gwerzhet mat. HS. prez. II. Impl. da doar. 1. Termen a dalvez da ziskouez ez eo poent ober udb. Mall eo din lavaret kenavo. Mall bras eo dezhi bezañ dimezet. Mall eo merenniñ. An traoù-se a oa tremen mall ober anezho. Mall eo gantañ he gwelet. [1878] Ar re a yoa chomet en ti a savas d’ar solier da lavaret da Baol e oa mall mont en hent. 2. Trl. Mall-mall : mall bras. Mall-mall eo mont ! & Mil mall eo : poent bras eo (ober an dra-mañ-tra). & Dre verr., PEMDEZ Mall-e-gas, mall-e-goll : troiennoù a dalvez da ober anv eus ub. a c'haller dioueriñ.

Exemples historiques : 
49
Masquer la liste des exemples

mall em eus

1659
Référence : LDJM.1 pg (i'ay) haste

mall am eus da vont

1659
Référence : LDJM.1 pg mal (ameus da vont)

mall

1732
Référence : GReg pg hâte (empressement, diligence)

Mall eo din, ne hallan ket gortoz.

1732
Référence : GReg pg hâte (J'ai hâte, je ne puis pas attendre.)

Mall am eus, ne hallan ket gortoz.

1732
Référence : GReg pg hâte (J'ai hâte, je ne puis pas attendre.)

Mall eo mont d'ar park.

1850
Référence : GON.II p.83, livre second, "Il est temps d'aller au champ".

mall

1850
Référence : GON.II pg despal, hast, mall

mall am boa d'ho kwelout

1850
Référence : GON.II pg mall

mall eo mont

1850
Référence : GON.II pg mall

mall em eus

1850
Référence : GON.II pg mall

— « Mamm, d'e gerent en deus lavaret dont warc'hoazh ! / Ha n'eo ket mall bale ? / — Amzer ! va bugale, / Arabat tec'het kuit ken a lavarin deoc'h. / Souchit aze, kouskit e peoc'h ! »

1867
Référence : MGK p53

Va breur paour, me ho ped, n'ankounac'hait biken emañ 'n nec'h, an enkrez atav war ziarbenn ar re a vez en hent ! Deuit ennoc'h hoc'h-unan ! An amzer n'eo ket kaer, gortozit ur pennad ! Petra ar mall ho peus ?

1867
Référence : MGK p17

Merer an aotrou Doue, bremañ tieg ar c'hentañ, / A sav sonn e vruched hag a c'hoari e benn : / — « Glav a-bil en tu-mañ ! Gwalarn, pak da valkenn, / Ma tispako an heol ! Mall eo dezhañ tommañ / An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. »

1867
Référence : MGK p88

Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chomo va bag er sec’h.

1877
Référence : EKG.I. p.221

An dra-se ne raje netra ; n’eus forzh petra ' vije ; ar maer a c’helle lavaret d’an Aotrou Person peseurt "chap" da lakaat da Sul, war beseurt ton kanañ ar "C’hirie eleison"... Ha da c’housperoù ma'n divije mall ar maer da vont da ober ur "barti domino", pe un abadenn c’hoari-voulloù, e vije barnet ar person, pe vije kontant pe ne vije ket, da ganañ un tamm "Laudate", rak berroc’h eo eget an "Exitu Israel"...

1877
Référence : EKG.I. p.6

Ma ne rafen ket ne dlefen ket dougen hoc’h hanv. Gourc’hemennit, va zad ; mall eo ganen klevet ar pezh a dlean da ober fenoz.

1877
Référence : EKG.I. p.20-21

Alo, Prat, digas pep a vanne deomp da drinkañ gant Kivoron, rak hemañ en deus mall da vont kuit.

1877
Référence : EKG.I. p.221

Tridal a ra hor c’halon en hor c’hreiz ouc’h da glevet, Roparzh Mengi, ha mall hon eus da skeiñ war an "arme noar".

1877
Référence : EKG.I. p.199

Neuze eo mall dezhañ klask tud da zont d’e sikour ha da zifenn e draoù, rak ni a gas e vignoned d’ar prizon ha d’ar marv, hag a ziskar e diez, a anvont ilizoù, pe a laka anezho da ober merchosioù.

1877
Référence : EKG.I. p.159

Neuze ’ta, dirak Doue, ho torn war ho koustiañs, e kav deoc’h eo ret deomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar marv ? — Ya, ya, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlenn an eil digant egile perak ne deue ket deomp, a-berzh hor mestr, an urzh da gas ur voled plom pe ziv da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.109

Ar re a yoa chomet en ti a savas d’ar solier da lavaret da Baol e oa mall mont en hent.

1878
Référence : EKG.II p.76

Ne zalejont ket da vont en o hent ha da stampañ kaer war-zu Lokrist ; mall o doa da vont da Lesneven da lavaret peger brav taol o doa graet.

1878
Référence : EKG.II p.79

Erru e oa an abardaevezh ha mall a oa deomp klask hol lojeiz en tu pe du.

1878
Référence : EKG.II p.5

Fiziout warnomp a c’hellit, ha n’hon eus ken mall nemet da skeiñ adarre war soudarded ar republik.

1878
Référence : EKG.II p.6

mall

1909
Référence : BROU p. 396 (hâte)

mall eo ganin

1909
Référence : BROU p. 396 (la tournure ordinaire est "mall eo ganen". On dit pourtant aussi "mall am oes")

mall am eus

1909
Référence : BROU p. 396 (la tournure ordianire est mall eo ganen. On dit pourtant aussi mall am oes)

Dastum eta gant mall ha desk gant evezh kement a vez dezrevellet diwar hor penn gant an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe un deiz a-greiz-holl ur gwall reverzhi bennak da derriñ ha da zibennañ broadelezh ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezhi, pellskignet ha diren, kavout ez levrioù brud o gouenn, skouerioù o gourdadoù hag ar gelennadur[ezh] o deus bet digant an doueed.

1923
Référence : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : p.81, [...] lin. 3 kent an dibenn, e lec’h « ar gelennadurez » lenn « ar c’helennadur »").

Ez-eeun ez eas war-du enni, gantañ en e zorn ur wareg a ziskoueze bezañ graet en he fezh eus ur flammenn-dan hepken, ruz, moan, gwariet, o tridal warni, evel gant mall da dec’hout ha da lazhañ, ur saezhenn stuc’hennet-ruz, hir, gourzreinek, lemm, kriz, taer, luc’hedheñvel.

1923
Référence : SKET p.111

« Mall n’en devoa ket ar c’hilhog da guitaat e yer.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

Mall gantañ o arnodiñ, e tiankas eus e spered edo an deiz ma tigouezhe an elerc’h ; hag eñ kuit kerkent hag an deiz en ur skeiñ e horellig dirazañ gant e gammell.

1924
Référence : SKET.II p.34

Mall eo gantañ, moarvat, mont en e hent, n’eo ket erru c’hoazh en Koat-an-Noz, du-se pell, en tu all d’ar menezioù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Karet en dije bet bezañ en e wele, kousket mat, e-lec’h bezañ azezet war bazenn skalieroù Sant-Eflamm, ha mall n’en devoa ket da vont gant an hent a dro en-dro da Roc’h-al-Laz.

1925
Référence : BILZ2 p.125

Mall war ar broged. Ur gwenervezh. Gwerzhet o deus o fesked, ha gwerzhet mat.

1925
Référence : BILZ2 p.128

E-pad ar C’horaiz ar meskl kaer-se a veze mall warne.

1925
Référence : BILZ2 p.139

Mall a oa dezhañ erruout : naon en devoa, anoued ivez.

1925
Référence : BILZ2 p.114

Ma eo evurus Bilzig, laouen-meurbet oc’h ambarkiñ e bourzh ar Gwennili, gwall figus e vefe bet ar paotr, ma na vije ket bet evurus : mall a oa war e blas.

1925
Référence : BILZ2 p.105

Mall a oa ganin mont da welout ar vorianed du o korolliñ ha da selaou anezho da [sic] ganañ, da glevout ar yer-koad [sic] o raganellañ, da arvestiñ ouzh fiñvadennoù an naered-meur hag ouzh ardoù ar marmouzien tudheñvel e-barzh ar c'hoadoù don.

1929
Référence : SVBV p14

mall

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIV, ardeur

hep mall

1931
Référence : VALL pg adagio

mall eo gantañ

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIV

« Hor moereb a zo kozh, » a gendalc’he Job, « hag evit dezhi mervel hiziv pe warc’hoazh, an dra-se a zo ingal. Me ’zo sur ez eus mall warni mont ac’han[n]. »

1944
Référence : ATST p.75

Un harp a reas, e-tal ur prenestr, da sellout e-barzh ar « patio ». N'en doa ket mall diskenn. Perak, va Doue, e vije bet mall warnañ diskenn ?

1949
Référence : SIZH p.44

Eus ho kenoù 'tenn ar bara ; / Tremen mall eo en diskarañ. / E rouantelezh ar gozed, / E tlefe prim bezañ klozet.

1960
Référence : PETO p30

Warno da sentiñ n'eus nep mall / Hag o deus enkrez da dostaat. / Neventi griz ha keloù fall / N'o devez ket digemer vat.

1960
Référence : PETO p12

En anv Nasion Bro-C’hall, / Dor zigor din-me ha gant mall !

1960
Référence : PETO p35

Mall a oa warnomp eta tostaat ouzh ur ge[ê]riadenn ma vije kavet, pa ne ve ken, bananez ha patatez dous da derriñ hon naon.

1985
Référence : DGBD p38

An hini kentañ a gavis a oa sot-magn, hag e kave dezhañ, moarvat, dre ma oa bet ur pennad boy e ti un den gwenn, e vije ivez barrek da vezañ ur c'heginer eus an dibab ; gant ar vall da c'hounit arc'hant-bras e oa eta troet da geginer, ha padal ne ouie ket poazhat a-zoare un alumenn-vioù.

1985
Référence : DGBD p69

Pa vez mall er gêrreizh ez eo evel pa vez mall en ospitalioù.

2015
Référence : EHPEA p361

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux