1. (db. an dud)
A gomz dre e fri.
Hennezh zo mannous. Ne c'hallont ket komz evel m'eo dleet, mannous ma'z int en askont m'eo debret o staon.
&
Kunuj.
Fri mannous !
&
(db. mouezh an dud)
Komz a rae gant ur vouezh vannous.
2. Dre ast.
Dalc'het en e gomzoù.
Sevel a rae kofadoù imor fall ennañ ha neuze ne veze na moñs na mannous.
Référence :
GON.II
pg mannouz (adj. et s. m. nasillard, celui qui parle du nez).
Keit ha m’edo, nepell diouzhimp o tivizout gant Fallières ha Jaureguiberri, bep tro ma tialane ha kellies gwech ma kroge da gomz gant e vouezhig raouiet ha mannous, am beze aon na strinkje kuit kement nozelenn wriet war e wiskamant ruz-tan.
Keit ha m’edo, nepell diouzhimp o tivizout gant Fallières ha Jaureguiberri, bep tro ma tialane ha kel lies gwech ma kroge da gomz gant e vouezhig raouiet ha manous, am beze aon na strinkje kuit kement nozelenn wriet war e wiksamant ruz-tan.
1954
Référence :
VAZA
p.131-132
Note d'étude
Eus Bro-Wened eo ar ger-mañ hervez ar Gonideg (GON.II).