Référence :
GReg
pg eau (de vie. Burlesqement, se dit proprement de l'eau de vie en fraude)
Demat dit Marc'harid, diskouez din da lostenn
Dematid, Marc'harid, diskouez d'in da losten
1857
Référence :
CBF
p26
Peder pe bemp sizhun goude ma oa aet Loull ar Bouc’h eus a Blouaret, un dervezh, war dro eizh eur dioc’h ar mintin, Mari-Jann Kermabrouz a oa azezet war an oaled o reiñ da zibriñ hag o wiskañ he dilhad d’he merc’h-vihan Ma[r]c’harit.
Peder pe bemp sizun goude ma oa eat Loull ar Bouc’h euz a Blouaret, eun dervez, var dro eiz heur dioc’h ar mintin, Mari-Jann Kermabrouz a ioa azezet var an aoled o rei da zibri hag o viska he dillad d’he merc’h vian Mac’harit.
1877
Référence :
EKG.I.
p.147
Evit gwir, anaoudek e oa bet a gement-se, ha bezañ e oan bet zoken, tri miz a yoa, paeron d'an diwezhañ eus e vugale, a raed an Didik anezhi, abalamour ma’z oa Marc’harid hec’h anv.
Evit guir, anaoudek oa bet a gement-se, ha beza oan bet zoken, tri miz a ioa, paeroun d'an diveza euz he vugale, a reat an Didik anezhi, abalamour ma’z oa Mac’harit he hano.
1878
Référence :
EKG.II
p.35-36
— Ret eo evelkent mont da gaout an aotrou person, eme an amiegez. — Ya, ya, deomp, a lavaras ar plac’h kozh — Marc’harid a oa he hanv, mamm-gozh ar bugel, mamm e dad — ret eo mont. Ar paotr a ranko bezañ badezet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…
— Red eo evelkent mont da gaout an ôtrou person, eme an emiegez [sic, "amiegez"]. — Ya, ya, eomp, a lavaras ar plac’h koz — Marc’harid a oa he hano, mamm-goz ar bugel, mamm e dad — red eo mont. Ar pôtr a ranko bea badeet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).
Aet int o div d’ar presbital. Tok ! tok ! war an nor, hag ar garabasenn da zigeriñ. — Petra a c’hoarvez ganeoc’h, Marc’harid ?… Petra a fell d’eoc’h ?… — Er gêr emañ an aotrou person, Frañseza ?
Aet int o diou d’ar prespital. Tok ! tok ! war an nor, hag ar garabasenn da zigeri. — Petra a c’hoarvez ganeoc’h, Marc’harid ?… Petra a fell d’eoc’h ?… — Er gêr eman an ôtrou person, Franseza ?
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)
Marc'harid koant
Marc'harid-koand
1931
Référence :
VALL
pg belette
An itron Mosher, an Amerikanez a felle dezhi bezañ badezet Bretonez Tramor, a oa deuet en ur stlejañ ouzh he heul ar ganerez kozh Marc’harid Fulup, a bPlûned.
An Itron Mosher, an Amerikanez a felle d’ezi beza badezet Bretonez Tramor, a oa deuet en eur stleja ouz he heul ar ganerez koz Marc’harid Phulup, a Bluzunet.
1944
Référence :
EURW.1
p.189
Note d'étude
Berraet eo alies an anv-bihan-mañ e "Gaid" pe "Git".