Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (er Grennamzer uhelañ) Gouarnour pe aotrou ur marz. 2. Aotrou ur varkizelezh. An aotrou markiz. Ur varkizez. [1954] [N]ann, mar karan, Jarl eo va anv badez, hini ar c'hrouadur maget ganti, mab henañ an Aotrou Markiz. [1954] Diouzh va flanedenn e komze ’ta ar Varkizez La Tronchée, gwreg paotr e viell, pa gane gwech all en ur c’houlenn aluzon : Arthur n’avait pas de richesses, C’était un simple ba… hachelier… 3. Dre ast. Lesanv zo, en urzhaz an noblañs, etre hini ar c'hont ha hini an dug.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

markizezed

1850
Référence : GON.II.HV pg markizez (marquise, femme de marquis. Pl.)

markiz

1850
Référence : GON.II.HV pg markiz (marquis, titre de noblesse).

markized

1850
Référence : GON.II.HV pg markiz (marquis, titre de noblesse. Pl.)

markizez

1850
Référence : GON.II.HV pg markizez (marquise, femme de marquis).

kaeroc'h eo da abit, ma ostiz, evit ma hini, ha me markiz

1874
Référence : GBI.II p468

Etre Montroulez ha Gwenrann / ’N deus ar markiz ur plac’h ha kant [...] Etre ar Jaou ha gra Mespant ’N deus hon aotrou ouzhpenn daou-c’hant !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Laouen-meurbet Janedig : seblantout a rae dezhi penaos e oa bet krouet ha ganet evit bezañ pinvidik, evit azezañ eus [ouzh] taol gant ar markizezed, evit debriñ meuzioù aozet gant ur mestr-keginer, evit bezañ servijet en pladoù arc’hant gant mitizhien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegezhioù.

1925
Référence : BILZ2 p.152

Klevet e voe ivez komzoù entanet gant un « députe » nevez anvet e Gwened, an aotrou de l'Estourbeillon, a oa un tammig paotr tev ha berr anezhañ, sonn war e elloù ha ne vije ket soñjet, ouzh e welout diardoù, e oa ur « markiz » anezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p68

Un deltenn hir ha frank a oa bet savet war Vali al Loc’h : leun-chouk a oa a dud pa voe digoret ar 5vet kendalc’h gant an aotrou markiz an Estourbeillon, oc’h ober e-lec’h an aotrou Kerviler, kouezhet gwall glañv.

1944
Référence : EURW.1 p.205

Diouzh va flanedenn e komze ’ta ar Varkizez La Tronchée, gwreg paotr e viell, pa gane gwech all [sic, gwechall] en ur c’houlenn aluzon : Arthur n’avait pas de richesses, C’était un simple ba… hachelier…

1954
Référence : VAZA p.73

Ha diwezhatoc'h pa zeuas da vezañ va mamm-gozh ha war an dro va maeronez, daoust ha reiñ a reas din un anv kouer bennak, Jakez, Yann, Loull pe Bipi ? nann, mar karan, Jarl eo va anv[-]badez, hini ar c'hrouadur maget ganti, mab henañ an Aotrou Markiz.

1954
Référence : VAZA p.12

Na rog, na poultr, na druzoni n’ho pije kavet war e dammoù dilhad, hag un « aotrou » a oa ivez ar foeter-bro-mañ, eme an dud, un denjentil eus gouenn markizien «la Tronchée » kollet ganto o holl beadra e-pad an Dispac’h bras.

1954
Référence : VAZA p.34-35

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux