Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Adv. Adverb a verk e c'hall udb. bezañ pe c'hoarvezout pe an eneb. Teñvalaat a ra, met marteze ne ray ket glav. « Warc'hoazh e pellgomzi ? » - « Marteze a-walc'h ». & Trl. Sur eo ha n'eo ket marteze ! : e c'hallit krediñ dinec'h. DHS. emichañs, kredapl, moarvat. HS. marse. 2. Impl. da ak. Ger a verk udb. douetus pe arvarus. Hep mar na marteze : hep douetañs ebet. Ne blij ket din mont war ur marteze, diwar varteze(où) : ober udb. war ziazezoù ha n'int ket asur.

Exemples historiques : 
35
Masquer la liste des exemples

marteze

1499
Référence : LVBCA p140 (a-l-auenture)

marteze

1659
Référence : LDJM.1 pg d'auanture

marteze

1659
Référence : LDJM.1 pg peut estre

ma n'en deveze ket bet pec'hed hon tad kentañ Adam, mab Doue n'en deveze ket marteze en em c'hraet den

1732
Référence : GReg pg actuellement

marteze

1850
Référence : GON.II p.58, livre premier, "peut-être".

d'an diskar-loar e teuy marteze an amzer vrav

1850
Référence : GON.II pg diskar-loar

marteze

1850
Référence : GON.II pg é-c'hallé, é-c'hallé-béza, marsé, martézé

Aotrou, eme ar c'hi, ha petra vir ouzhoc'h, da zont lart eveldon, ha marteze lartoc'h ?

1867
Référence : MGK p8

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Référence : MGK p14

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed"

1867
Référence : MGK p24

Marteze an tennoù fuzuilh a denne ar chaseerien a zigase da soñj dezhañ eus a verzherenti e genvreudeur.

1877
Référence : EKG.I. p.55

Savit d’an nec’h, azezit e kichen an tan da c’hedal ma vezo aozet deoc’h un tamm boued all gwelloc’h eget hor yod-ni, rak marteze hoc’h eus naon ?

1877
Référence : EKG.I. p.44-45

Marteze ne raen ket mat, rak ar veñjañs a zo da Zoue hepken, mes n’oan ket evit miret ; hag ouc’hpenn, e brezel edomp, hag, er brezel, pep hini a ra d’e enebour muiañ ma c’hell a zroug.

1878
Référence : EKG.II p.85-86

Met ar valtouterien, paotred lemm, daoust ha marteze abalamour d’o didalvoudegezh, o devoa dalc’het eñvor eus arvest ar gwin.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Ma na zimez ket d’he Erwanig… ac’hanta ! en feiz… Met marteze e roio he zad e aotre !… Ya, met n’hen roio ket, hen goût a ra, he zad ne blego ket e imor…

1925
Référence : BILZ2 p.151

Ma vije bet Yann e benn e-unan evit diskenn war Roc’h Ledan, moarvat Bilzig hag e zaou vartolod o dije bet klevet kanañ gwerz ar skouarnadoù, ha marteze un draig bennak all c’hoazh ouzhpenn.

1925
Référence : BILZ2 p.142

— Ya, ya, eme Bilzig, — aon dezhañ, ken a grene, dirak ar bugelig ken gwenn ha linselioù he gwele : aon dezhañ ? marteze, marteze… ivez dirak an den kozh barvek — Ya, ya, me, eo, aotrou, me…

1925
Référence : BILZ2 p.120

O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...

1929
Référence : SVBV p.18

Marteze, darn a zo hag a lavaro ez on-me heñvel ouzh an tourc'h - an dra-se ne vern ket, tamm ebet, evidon ! - hag evel an digenvez reunek-mañ ec'h en em blijan nemet [sic] el lec'hiou didud hepken.

1929
Référence : SVBV p.14

Ma n'eo ket bet ez ret, d'hor meno, an holl roufennoù-se traoniennoù beuzet a glotfe spis gant aberioù Enez Vreizh hag Iwerzhon, evel ma 'z eus bet tud ouzh hel lavarout re vuan marteze, e tiskouezont da nebeutañ ez eo bet diveuzet ar rann-se eus gourvazenn an Douar-Bras.

1943
Référence : TNKN p34

"Marteze ‘walc’h, ma c’habiten."

1944
Référence : EURW.1 p.202

Kondaonet e voen evit se da n'ouzoun pet eurvezh pinijenn, ha ma c'haier kentañ a voe dalc'het, pe marteze devet.

1944
Référence : EURW.1 p42

Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti. Gwelomp penaos.

1944
Référence : ATST p.10

— « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! » — « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. »

1944
Référence : ATST p.14

Marteze, va lennerion ger, hoc’h eus tremenet meur a nozvezh hep kousket gant an droug-penn, pe an droug-kof, pe an droug-divskouarn a oa o stourm ouzhoc’h.

1944
Référence : ATST p.48

Bremañ, marteze, e teuio Yann ar Giouidig da glask afer ouzhin.

1944
Référence : ATST p.121

Marteze e vijemp kaset d'ur golaj bennak all. N'eus forzh. Deomp atav.

1944
Référence : EURW.1 p36

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Référence : EURW.1 p31

Edo, kofesour a-raok ar velegiezh, o vont marteze da glevout anzavioù un ene trubuilhet, ha d'e frealziñ gant madelezh.

1949
Référence : SIZH p.42

Ya ! Graet e vo ur viltañs anezhañ, ma anzav... ur pezh divergont siet-fall... kaset kuit, marteze, peogwir e vo bet treuzwisket poell e gofesadenn.

1949
Référence : SIZH p.60

- Breur Celestino, en ho plas ez afen da gofes. Ha pediñ a rafen, ken a... - Marteze ! C'hwi avat, n'oc'h nemet un tamm koad.

1949
Référence : SIZH p.47

Siwazh ! Ne deo ket an dud marteze ken plijus ha ma 'z eo kêr, evidon-me da nebeutañ, ha ne don ket boazet ouzh kêrioù ar C'hreisteiz.

1985
Référence : DGBD p13

Hogen marteze en abeg d'he c'hrizder ouzh va faourkaezh Youenn hag ouzhin-me, e oa chomet ar vazh e-tal an nor.

1999
Référence : KOKE.II p197

Dismegañsus, dichek, kunujennus, feuls marteze... setu penaos e vefont pa'z afont e fulor.

2015
Référence : DISENT p82

Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.

2015
Référence : EHPEA p13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux