I.
G.
1. Dispred. (db. ar bleizi)
Hu.
2. Obererezh tagañ ub., udb., kregiñ gant un emgann.
Diarbenn argadoù an enebour. Diskouez nerzh-kalon en argad. Ar soudarded o seniñ argad.
3. (er sportoù a-stroll, er c'henstrivadegoù)
Argadenn a gaser evit kaout ur poent, evit ober gwelloc'h eget an eneber.
&
Linenn argad : lec'h war un dachenn c'hoari ma kaser argadennoù evit kaout ur poent ; hollad ar c'hoarierien zo el lec'h-se, er sportoù a-stroll.
II.
Estl.
[1850, 1931] Ger a hucher evit gelver an dud d'en em gannañ, evit goulenn bezañ sikouret.
Argad ! war-raok !
Référence :
GON.II.HV
pg argad (Huée, cris pour effrayer les loups, etc. Cri de dérision. De plus, agacerie. Irritation. Provocation. - Cri de guerre. Combat ! Bataille ! H.V.).
Un argad a glevan.
Eunn argad a glevann.
1850
Référence :
GON.II
pg argad (J'entends une huée).
Perak e rit-hu argadoù dezhañ ?
Pérâg é rit-hu argadou d'ézhañ ?
1850
Référence :
GON.II
pg argad (Pourquoi lui faites-vous des agaceries ?)
Pa gouezhas, an Arzh distourmus e argad, ez oa en-dro dezhañ ur c’helc’hiad bras a gorfoù enebourien ha kezeg en doa lazhet, ken e neue er gwad e gorf a-bezh.
Pa gouezas, an Arz distourmus e argad, ez oa en-dro d’ezan eur c’helc’hiad bras a gorfou enebourien ha kezeg en doa lazet, ken e neue er gwad e gorf a-bez.
1923
Référence :
SKET
p.19
"argad" g.
1923
Référence :
SKET
p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "attaque".
"argad" gg. [sic] (hervez Ar Gonideg)
1924
Référence :
SKET.II
p.116 « Geriadurig », "Cri de guerre (ivez garm-emgann) ; huée".