Se zo kaoz ne deufont ket gant ur c'harr-tan skrivet anv o media warnañ, ha gwiskañ a refont botoù-sport rak redek a vo d'ober marteze.
Palioù all a zo, evel tapout pennadoù er mediaoù da vrudañ hor stourm e-touesk an dud, lakaat pennoù bras zo da fiñval evit ma c'hallfer [c'hallfed] kregiñ da dabutal war an dachenn bublik.
Deoc'h-c'hwi da sevel ha da vrudañ dre ar mediaoù ul lid e-lec'h ma vo roet un trofe d'ar re o deus tapet ar maout -evel ma vez roet ar "Y'a bon awards" d'ar ouennelourien, pe ar "Big Brother awards" evit ar re az a a-enep frankiz ar mediaoù-.
An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.
[...] ar mediaoù hag ar stourmerien e karg deus ar poltredoù ha deus ar filmañ a c'hoario sevenerien ha frammerien ho film.
Met kredapl e vo ezhomm stourmerien all evit pouezañ peotramant tud gouest d'ober traoù ha n'eo ket barrek ar re gentañ d'ober -da skouer krapat, sevel ur film, ober war-dro ar mediaoù...-.
Hag ar Stad evel-just a oar c'hoari gant ar mediaoù betek re evit touellañ ar geodedourien ha derc'hel anezhe a-du gant hec’h ensavadurioù.
Soñjal a ra dezhe [stourmerien zo] e rankomp ober gant "hor mediaoù" ha gante nemetken : mediaoù dizalc'h diouzh an embregerezhioù bras hag az a en-dro divruderezh en ur zerc'hel da gelaouiñ hep na vefe ar pal gwerzhañ tra pe dra gante.
Alies ez int mediaoù etreoberiat ha neuze e c'hallont kelaouiñ ur bern tud hep na vefe "kempouezet" ar c'heleier -da lâret eo hep na teufe ur bodad skridaozañ bennak da renkañ, krennañ, urzhiañ, mougañ ar c'heloù bet kaset ganeoc'h abalamour da redioù a denn d'ar mennozhioù, d'ar politikerezh, d'ar c'henwerzh, d'al lezenn pe da draoù all-.
Mots précédents
Mots suivants
mediaoueg