Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Galloudezh da anaout udb., da gaout krog en udb. dre an anaout. An dra-se a oa dreist o meiz. Kaout meiz a-walc'h d'ober udb. & Ent krenn Kaout meiz. HS. poell. & Kaout meiz ouzh ub. : e anavezout. Un tammig meiz, un tammig anaoudegezh am eus ouzhoc'h. 2. Dre ast. Evezh, pled. Teuler meiz d'udb., ouzh udb., war udb. Lakaat meiz da gompren udb. : strivañ evit dont a-benn d'e gompren. 3. Trl. Dont meiz d'ub., en ub., dont e veiz dezhañ, ennañ, dont d'e veiz : dont ennañ e-unan. & Degas meiz d'ub., en ub. : e lakaat da zont ennañ e-unan.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

meiz

1909
Référence : BROU p. 397 (sentiment)

n'en deus meiz ebet

1909
Référence : BROU p. 397 (il est inconscient, soit par défaut d'intelligence, soit par privation de sentiment)

dont a ra meiz ennañ adarre

1909
Référence : BROU p. 397 (il recouvre ses sens)

An tri rener a oa diwar ar gouennoù-se izel ha milliget eus ar C’hreisteiz, ha dezho meiz, galloudezhioù-spered ha gouiziegezh a-walc’h, a zo goulosk ar gwad anezho hag a vez dalc’hmat e preizh da speredoù dic’hlan an Amc’houlou.

1923
Référence : SKET p.100

Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !

1923
Référence : SKET p.25

Etre mibien, gourvibien ha diskennidi nes-pe-nesoc’h Manos ha Bena meur a hini a voe a savas dreist d’ar re-all dre o meiz, o enklaskoù, an evezhiadennoù a rejont hag ar c’havadennoù a zeuas da heul.

1923
Référence : SKET p.53

Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.

1923
Référence : SKET p.38

"meiz" g.

1923
Référence : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Intelligence".

Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !

1923
Référence : SKET p.121

Damc’hlas o daoulagad brasbourbell, n’eus er sell anezho na krakted na meiz.

1924
Référence : SKET.II p.67

D’ar skrivagner e roio Lugus Smertos (2) gouiziegezh, gwirionded ha helavar[ded] ; d’al lenner e roio poell, furnez ha meiz.

1924
Référence : SKET.II p.6

Gra diouzh en em harpañ warnout-te, ha neket war ar re-all, diouzh fiziout ez nerzh, ez strivoù da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).

1924
Référence : SKET.II p.31-32

meiz

1931
Référence : VALL pg application (attention)

lakaat meiz da

1931
Référence : VALL pg s'appliquer (à comprendre)

teurel meiz war

1931
Référence : VALL pg attention

Div all a zo o sparfañ dour outi hag o flac'hata anezhi skañv, evit lakaat anezhi da addont d'he meiz ha da zigeriñ he daoulagad.

2015
Référence : EHPEA p341

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux