Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. BEZAÑ MENNET DA OBER UDB. : kaout c'hoant, start dh., d'e ober. Meur a wech on bet mennet da vont di en ur redadenn. Bez' ez eus tud mennet-start da ober gant ar brezhoneg e pep degouezh en o buhez. [1877] [...] war-dro bourk Plougouloum, el lec’h m’oamp mennet da chom da lojañ. 2. Diren. Zo start, dibleg ar youl ennañ. Ur niver bihan a dud mennet-start zo gouest d'ober burzhudoù.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

En em glevet a rejomp da gas keloù d’an holl barrezioù a-dro-war-dro eus ar pezh a yoa c’hoarvezet, ha da lavaret d’ar [w]azed yaouank dont, antronoz vintin da ziwezhatañ, d’hor c’haout war-dro bourk Plougouloum, el lec’h m’oamp mennet da chom da lojañ.

1877
Référence : EKG.I. p.273

Meur a wech e oan bet mennet da vont betek enni en ur redadenn, mes trouz am bije graet, ha klevet e vijen bet.

1878
Référence : EKG.II p.116

Ni 'zo ret dimp dioueriñ plijadurezhioù saotret an douar, stignañ ma rankomp hon holl strivoù davet ur Peurvad, mennet ivez gant Doue.

1949
Référence : SIZH p.54

Lezenn an natur, Tin Helgouarc'h, mennet gant Doue.

1949
Référence : SIZH p.54

E fazi estreget unan / A zo kouezhet ha ma-unan / Ma 'z on, siwazh, bet touellet, / N'oan mennet da noazout ouzh den, / Rak ur seurt tra ' vezen war gren.

1960
Référence : PETO p74-75

Setu perak, ha ken abred, / On deut d'ar red d'ho kuzuliañ, / Ha tec'hout kuit ' vo deoc'h-c'hwi ret / Rak mennet int d'ho fuzuilhañ.

1960
Référence : PETO p59

Mennet eo Likomitrou koulskoude da'm delc'her en diaskren gant skouer ar Saozon.

2015
Référence : EHPEA p27

Gallout a rit lakaat e pleustr ivez degouezhioù e-lec'h m'en em gav gopridi a fell dezhe mont da labourat a-enep stourmerien mennet da stankañ mont e-barzh an embregerezh...

2015
Référence : DISENT p104-105

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Référence : DISENT p82

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux