1. Danvezenn rous-ruz he liv a grou en houarn diwar oksigen, en ur metoù gleb dh.
Tev eo ar mergl war ar gontell-se. Aet eo ar pezh houarn-se gant ar mergl : aet eo e bruzun.
&
Dre heveleb.
Mergl kouevr gwiskad glas e liv a grou war c'horre ar c'houevr, pe kendeuzadoù diwarnañ, en ur metoù gleb.
&
Dour-mergl : zo mergl ennañ.
2. Dre heveleb. (db. ar plant)
Anv a roer da veur a gleñved, diwar foue eus an urzhiad Uredinales, heverk dre an takadoù rous a grou war ar plant klañv.
Mergl an ed, ar gwini. Ar c'herc'h zo kouezhet ar mergl warno.
Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.
Eur mergl milliget eo, eur c'hlenved disegar, Savet da gountammi pep mad zo war ann douar ; Genel a ra bosen ha kernez tro war dro ; Oc'h he heul kasoni e pep leac'h , e peb bro, a laka dre ar bed brezel ha lazerez.
1867
Référence :
MGK
p2
mergl
melgr
1909
Référence :
BROU
p. 398 (rouille)
An dreog hag ar mergl ra wastint da heizegoù, da winizhegoù, da edegoù, o peurgoll da holl drevadoù !
An dreog hag ar mergl ra wastint da heizegou, da winizegou, da edegou, o peurgoll da holl drevadou !
1923
Référence :
SKET
p.84
me a damall… d'ar mergl
1931
Référence :
VALL
pg attribuer
Hag ar mergl he doa ruziet he barvenn, ar pezh a sinifi n’en doa ket ar benveg labouret hardi, en devezhioù-se.
1944
Référence :
ATST
p.40
war an daroù nepell e kavjont an alc'houez, merket dija gant ar mergl.