Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

Fin omp holl, mes finoc'h eo an eil evit egile.

1732
Référence : GReg pg fin (Nous sommes tous fins, mais les uns plus, les autres moins.)

Deskiñ a reont ar pezh a c'halleg a renkont gouzout evit ober o c'hoarioù, evit goulenn o ezhommoù, mes dibaot a wech ec'h ouzont a-walc'h evit ober o c'hifridioù.

1865
Référence : MBF.to p. V.

Sec’h da zaeloù, Kivoron, ur bugel a c’hell gouelañ ; mes ur c’habiten a rank kaout kalon, bezañ den hag ober e zever ; hon dever-ni eo tennañ an Aotrou Poullaoueg eus a skilfoù ar republikaned.

1877
Référence : EKG.I. p.227

Hogen, penn kentañ Iliz Jezuz-Krist war an douar eo hon Tad Santel ar Pab ; mes n’oant ket evit tizhout hennezh, da vihanañ bremañ : diwezhatoc’h her graint hag hen digasint d’ar prizon e Frañs.

1877
Référence : EKG.I. p.7

Lâr din Job ; se, koulskoude, na sell ket ac'hanon, mes kement ha kaozeal, bepred e teue, d'ar Sadorn, ur gelaouenn, he hanv "an Democrate ?"

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Mes, [A]otrone[z] int, a lâr darn !!! [A]otrone[z], a lâran-me ive[z] ! Hag an daou all a zo 'n em laket enep de[zhe] war ar renk, n’int ket [A]otrone[z] ive[z] ? Sellet ‘ta deus o levitenno[ù] !

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Sellet a reomp Breizh, nann evel ur rann eus Bro-C'hall, mes evel ur VRO-VAMM, gwasket ha muntret evel ar Pologn hag an Iwerzhon, hag o viret, daoust da se, ur spered vro, krenn dioutañ e-unan.

1911
Référence : PSEP p V

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Référence : EURW.1 p5

Mes kollet ar sembolenn, ne voe ket graet unan all goude-se.

1944
Référence : EURW.1 p21

Mes e ti ma zad e teue c'hoazh ur bern tud all, devezhourien ha devezhourezed.

1944
Référence : EURW.1 p19

Mes daoust da se, e kerzhent eeun, hag e raent soudarded vat, rak ne oa ket da farsal gant ar reolennadur.

1944
Référence : EURW.1 p.197

Paotr kreñv ha kalet e oa, am eus klevet, mez difonn da zeskiñ.

1944
Référence : EURW.1 p10

Mes evel ne oant ket evit o lakaat da dalvezout, o doa o lodennet etre o mignoned, o gwazed, o servijourien, o brezelidi.

1944
Référence : EURW.1 p8

Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.

1944
Référence : ATST p.8

Buan, Lukaz a eeunas e lunedoù war e fri, mes pa sellas evit an eil gwech, ne welas mui netra : ar pakad du a oa aet dreist ar skluz.

1944
Référence : ATST p.12

Lakaat a reas e zorn war an alc’houez ; treiñ a reas anezhañ ar goustadikañ ma c’hellas, mes ur gwigour skiltr a zihunas krenn ar voereb.

1944
Référence : ATST p.35-36

— « Eo, krediñ a ran, mes… » — « Mes petra ? Gant ar mes, an arabat hag ar panevet, ne rafe ket unan tro ar bed, hag hini ebet ac’hanomp ne c’hounezo an teñzor. »

1944
Référence : ATST p.74

Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.

1949
Référence : SIZH p.60

...Nann ! Ne sellfe ket outi !... Dereat e vije, a-dra-sur ! Dibleg ivez : - N'oc'h ket a-berzh Doue !... Peoc'h digant ho kenou ha « vaya Ud. con Dios ! » It gant Doue, mes a-zirak va daoulagad-me ha diouzh va soñj !... - Setu, ya setu petra a lavarfe dezhi...

1949
Référence : SIZH p.63

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux