Hervez hengounioù ar Goraleted, an Danuvios gwechall, e lec’h en em zinaouiñ evel hiziv e mor ar Sav-heol, en dije en em daolet en ul lenn ec’hon-ec’hon (2) oc’h en em astenn war ar c’hompezennoù ma vev enno hiziv ar Goraleted hag ar Vastarned (3), hag ar pobloù trec’het ganto, da lavarout eo ar C’heted, an Daked hag ar meuriadoù all eus poblad an Draked.
Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
"meuriad" g.
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
Setu ar pezh a c'hoarvez er mare-mañ gant D. Rols eus Brest [...] ha gant ur meuriad a re all.
Kalz eus ar re-mañ, an dougerien da vihanañ, en em gave un tammig er gêr aze peogwir e oa anezho Pahouined ivez, daoust ma ne oant ket eus ar memes meuriad.
N'eus ket ezhomm da vont pelloc'h evit an "demokratelezh veur" a vevomp enni. Ganti n'eo ket gwall vrav an traoù dija: tud fuzuilhet da vare ar Gumun hag er fozelloù e 1917, lod all lazhet en trevadennoù (aloubadeg Aljeria, Setif, Madagaskar, ar meuriad Bamileke e Kameroun...) hag an trevadennoù mod nevez (lazhadeg ar Rwanda, brezel al lennoù bras, bombezadegoù Iran, Serbia pe Afganistan).
Mots précédents
Mots suivants
meuriadel