Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. oberoù an dud) Skañv ha prim. Un dañs mibin. 2. (db. an dud, al loened) Prim, buan. Bezañ mibin a droad : kerzhet buan. & Teod mibin : den a gomz buan. II. Adv. A. 1. (gant ur v. a denn d'an dilec'hiañ) Gant tizh. Deredek mibin. N'it ket mibin a-walc'h. & Skeiñ mibin : kerzhet a gammedoù prim ha stank. 2. (gant ur v. a denn d'an ober) Gant tizh. Ar c'hleñved a labouras ken mibin ma seblante ar vrec'h bezañ marv-mik. ES. buan, dillo, prim. B. (db. an dilhad) Kempenn ha brav. Mistr ha mibin e oa gwisket.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

mont mibin

1732
Référence : GReg pg aller

deredet mibin

1732
Référence : GReg pg accourrir

deredek mibin

1732
Référence : GReg pg accourrir

n'ez it ket mibin a-walc'h

1850
Référence : GON.II pg mibin

mibin

1850
Référence : GON.II pg mibin

Neuze ar razh mibin a red ken a findall, / A labour keit ha dek / Gant e dreid[,] gant e veg, / A zrailh hag a zispenn / Sac'h ar vaot penn-dre-benn, / Ker brav m'he devoe hed he gar / Ha ma c'hellas dont d'ar gêr.

1867
Référence : MGK p48-49

N'eus forzh ! Eus hoc'h holl brejoù mat, me ne fell din takenn, gwell ganin mont d'ar c'hoad. Hag ar bleiz en e dro, ha da skarañ mibin. Abaoe red atav.

1867
Référence : MGK p9

Ar seiz ivez hag ar voulouz a sklaerijennfe he liv a c’hlazardenn, ha plegioù hir ha pounner ar mezher arc’hantet a voulfe, dindan he c’horfenn, he ment moan ha mibin.

1925
Référence : BILZ2 p.152

mibin

1931
Référence : VALL pg agile

Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.

1949
Référence : SIZH p.41

Grougousat a rae eben, nemet en em laerez [sic] a rae. Kenedus e oa, hag an huñvreer ne ehane ket e sell da barañ war he digroazell [sic] fiñvus ha bev, ha war he zreid bihan-bihan, ha ker mibin.

1949
Référence : SIZH p.51

Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.

1949
Référence : SIZH p.66

Ma, ya, soñjal a ran e oa eñ ! Sellit, eus an hevelep ment e oa ; ha dezhañ an hevelep kerzhded prim ha mibin ; ha neuze piv all en defe gallet dont tre dre zor an imbourc'hva ?

2012
Référence : DJHMH p.69

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux