Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Strollad a vil elfenn. Miliadoù a stered. & Adv. A-viliadoù : oc'h ober strolladoù mil. Evned-mor paket gant an eoul a varve a-viliadoù.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Gourizet eo a vogerioù ramzel, en o diabarzh tiez a gant-miliadoù, parkoù ha liorzhoù a viliadoù, temploù ha palezioù a gantoù.

1923
Référence : SKET p.16

"miliad" g.

1924
Référence : SKET.II p.135 « Geriadurig », "Groupe de mille, millier".

Armeadoù, enno soudarded dre viliadoù a viliadoù, a vez dastumet gant roueed ar c’hêrioù.

1924
Référence : SKET.II p.71

navet miliad ul levr

1924
Référence : SKET.II p.135 « Geriadurig », (Le neuvième mille d’un ouvrage).

Ha war-dro 10 eur 1/2 e voe ur youc'hadenn vras a levenez, ar garm "on a gagné" huchet gant meur a viliad tud pa voe klevet e oa lezet ar brizonidi da vont dieub er-maez.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p4

Miliadoù ha milionoù a zo anezho ; ken bihan ha ma ranker sellout pizh evit o gwelout.

1985
Référence : DGBD p130

Ur weladenn d'ar bank, ma boe dizoloet meur a viliad lurioù war gred ar muntrer a glokaas e levenez.

2012
Référence : DJHMH p41

Gallout a ra c'hoazh rediañ an enebourien da aloubiñ an dachenn gant poliserien, ar pezh vo direnkus hag a roio da soñjal n'eo ket reizh an dra-se -evel p'o dez c'hoant mistri ar bed d'en em vodañ pell diouzh ar werin da skouer, ha ret e vez dezhe bezañ gwarezet gant miliadoù a boliserien abalamour d'ur mor a dud disentus o sevel o mouezh a-enep dezhe ; peotramant pa vez ezhomm eus degadoù a boliserien evit eveshaat... ur parkad maiz-.

2015
Référence : DISENT p145-146

Ur miliad a falc'herien a youl vat a zo bet a-walc'h evit dont a-benn deus an darn vrasañ deus ar parkadoù OGK, e Frañs, pe vefe taolioù-arnod er parkeier pe gounidegezhioù evit ar c'henwerzh, ha dre se evit mirout a blantañ anezhe en-dro...

2015
Référence : DISENT p12

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux