1. Toull, riboul kleuzet dindan ur savadur, ur roc'h, h.a. evit e zistrujañ gant danvez tarzh ; ha, dre ast., ar c'hargad danvez tarzh-se end-eeun.
Lakaat an tan er min.
&
Tenn-min, taol-min : tarzhadenn en ur seurt toull.
War-dro dek eur e sailh an tennoù-min. Dispenn ur roc'h gant un taol-min. Paotred du o fas gant moged an tennoù-min.
2. Ardivink aozet a-benn tarzhañ pa dremen ur c'harbed, un den.
Minoù a gavent war o hent.
3. PEMDEZ, GALLEK.
[1499] Mengleuz.
Eus min Poullaouen e veze tennet plom.