Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. 1. Penn kentañ an deiz, prantad ar sav-heol. Kousket betek ar mintin. Abaoe, eus ar mintin, a vintin betek an noz : a-hed an deiz. & Da vintin, d'ar mintin : pa sav an heol. En em walc'hiñ da vintin. Da vintin e teuer da c'horo ar saout. Mont d'ar mintin da labourat. & Da vintin ha da noz. & Tr. adv. Diouzh ar mintin : da vare ar sav-heol. Abred diouzh ar mintin. Ruz e vez an oabl diouzh ar mintin. 2. Kentañ prantad an devezh, adalek sav-heol betek kreisteiz pe pred kreisteiz. Berr eo ar mintinioù er mareoù-mañ. Ur mintin kaer a viz Mae. E-pad ar mintin. Hanter vintin : kreiz ar mintinvezh. War-dro hanter vintin. & Tr. adv. Diouzh ar mintin : e-kerzh ar prantad-se. Diouzh ar mintin e oa en em gavet. D'an trede deiz diouzh ar mintin. & Er mintin-mañ: e-kerzh ar prantad-se, hiziv. & Kousk-mintin : pennad kousket a reer e-kerzh ar prantad-se da astenn an nozvezh. & Oferenn-vintin: a lider e-kerzh ar prantad-se. 3. Dre ast. (db. an eurioù niverennet) Prantad eus an deiz eus hanternoz betek kreisteiz. Teir eur diouzh ar mintin. HS. abardaez, enderv. ES. noz. B. Tr. adv. (en e furm kemmet) 1. (goude adverboù, devezhioù ar sizhun) Da vare sav-heol, a-raok kreisteiz. Antronoz vintin, dilun vintin, hiziv vintin, warc'hoazh vintin. Al Lun vintin. [1877] Antronoz vintin, pa’z eas Klaodina da gas dezhañ e damm boued, her c’havas atav war e zaoulin, e zaoulagad ruz-glaou hag e zremm dilavet. [1898] Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin [1924] [...] hag, antronoz vintin, n’he dije ket Izabel pignet ar c’hra, gant he boutegad meskl, ma vije Bilzig hag an daou all oc’h heul kanfarted ar bourk. [1985] Antronoz vintin pa zihunan emaomp war ar mor bras. 2. (goude an eurioù niverennet) Etre hanternoz ha kreisteiz. C'hwec'h eur vintin. II. Adv. Abred diouzh ar mintin (I A 2). Sevel mintin. Mont a rez ken mintin-se gant da hent. D'an eur-se e oa mintinoc'h c'hoazh. [1877] [N]’oa ket bet a amzer c’hoazh da boazhat bara, re vintin e oa [...]. & Tr. adv. Mintin-mat : abred-tre diouzh ar mintin. [1877] [...] hag antronoz, mintin-mat, a-raok m’oa deiz, edo o vont eus a Gastell. & Mintin-c'houloù : ken abred ha gouloù-deiz. HS. beure.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

mintin

1499
Référence : LVBCA p145 (matin)

Pan soner an Ave Maria diouzh ar mintin, da greisteiz ha diouzh an noz e tleer lavaret Angelus Domini etc.

1622
Référence : Do. p57

M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.

1622
Référence : Do. p8

mintin

1659
Référence : LDJM.1 pg matin

[M.] Petra a dle ur gwir gristen da ober diouzh ar mintin pa sav ? D. Dleout a ra en em lakaat d'an daoulin devotamant e-kichen e wele dirak un imaj bennak, hag eno da gentañ rentañ grasoù da Zoue eus a gement tra en deus resevet digantañ.

1677
Référence : Do. p51

M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.

1677
Référence : Do. p9

kousket 'hed ar mintin

1732
Référence : GReg pg gras (Dormir la grasse matinée.)

mintinik a-walch, beure mat a-walc'h, en deus kustum da zijuniñ

1732
Référence : GReg pg (il) déjeûne (ordinairement assez matin)

arc'hoazh vintin

1732
Référence : GReg pg demain (au matin)

son an añjeluz da vintin ha da greisteiz

1732
Référence : GReg pg angelique (Sonner l'angelus au matin, & à midy)

ar mintin

1850
Référence : GON.II pg miñtin

mintin

1850
Référence : GON.II pg miñtin

mintin mat e teuin

1850
Référence : GON.II pg miñtin

Dioc'h e yezh, gwellañ ma c'hellas, / Noz ha mintin e labouras.

1867
Référence : MGK p52

Ar manac’h a zebras e soubenn ha, war-lerc’h, un tamm bara hag amann : e nozvezh wenn hag e c’haloupadenn vintin o doa digoret e galon dezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.46

Kerkent ha ma voent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibriñ ha da evañ. Mes lavaret e voe dezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoazh da boazhat bara, re vintin e oa ; ha n’oa ket a arc’hant en tiez da vont da brenañ gwin na gwin-ardant da Vontroulez. Hag e gwirionez, an traoù a oa gorrenet ker pizh, ma ne voe kavet netra e neblec’h : war-c’hed edo an holl eus ar soudarded.

1877
Référence : EKG.I. p.169

Antronoz vintin, pa’z eas Klaodina da gas dezhañ e damm boued, her c’havas atav war e zaoulin, e zaoulagad ruz-glaou hag e zremm dilavet.

1877
Référence : EKG.I. p.48-49

Ma vije gwelet, dioc'h ar mintin, aet kuit e-pad an noz eus a Bempoull bag unan bennak eus ar re binvidik, kerkent e vije savet trouz ha klask dezhi.

1877
Référence : EKG.I. p.17

En em gaout a reas e Plougerne gant ur vandenn vrav a soudarded, ur Sulvezh vintin, war-dro nav eur.

1877
Référence : EKG.I. p.231

— Sell ’ta, emeve din va-unan ; gleb on hag amañ ez eus un tan bras, koulz eo din sec’hañ va dilhad a-raok mont kuit, rak anez e vezin skornet a-raok warc’hoazh vintin.

1878
Référence : EKG.II p.31

An dra-mañ a c’hoarveze dioc’h ar mintin, un tamm a-raok mare merenn.

1878
Référence : EKG.II p.69

Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

oferenn vintin

1909
Référence : BROU p. 403

Met gourdrouz ha gourc’hemenn a dreuz buan penn ur paotr na nav na dek vloaz, hag, antronoz vintin, n’he dije ket Izabel pignet ar c’hra, gant he boutegad meskl, ma vije Bilzig hag an daou all oc’h heul kanfarted ar bourk.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

- Ma, warc'hoazh vintin, da nav eur, e rankot bezañ degouezhet e soudarddi Fautras e Brest, hag ar mezeg a welo hag e stad vat emaoc'h evit mont da Vadagaskar, da genderc'hel ho servij.

1929
Référence : SVBV p7

An dalc'h kentañ a voe diouzh ar mintin ; klevet e voe Bretoned Pariz o tisklêriañ petra 'felle dezho ober.

1944
Référence : EURW.1 p68

An deiz war-lerc'h vintin, abred, ur c'hloc'h a sonas un tu bennak, hag ar « pion », savet dija, a strakas en e zaouarn hag a huchas : Dominus vobiscum.

1944
Référence : EURW.1 p33

— « Ha c’hwi, Lom, petra emaoc’h o soñj ober, bremaik ? » — « Ar pezh am eus graet ar mintin-mañ », eme Lom d’e c’hoarezed : « dic’harzhañ ha diskourrañ, hardi. »

1944
Référence : ATST p.39

D’ar [M]eurzh-vintin, — rak n’eus nemet daou zevezh abaoe m’eo komañset an istor-mañ, — Job a savas abred.

1944
Référence : ATST p.67

A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwallc’hwerv"] gant aer Lanurgad.

1944
Référence : ATST p.74

Bep mintin embregerezh ha servij war ar maez ; bep abardaez kerzhadegoù ha tennadeg pe emgannata gant ar vaionetezenn e-barzh ar porzh.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Ne zegase gwenneg ebet d’ar [S]adorn d’ar gêr, ha koulskoude, bep mintin, evit mont d’ar vengleuz, da Bont-Koblant, e oa dav d’ar boued ha d’ar bara bezañ prest war an daol, pe trouz ha bazhadoù e vije bet.

1944
Référence : ATST p.15

Ha Lom a grogas da ganañ : « Disul vintin ’m eus c’hoarzhet Evit pemzek gwenneg, O welout Yann an Druilhenn O klask gwerzhañ e wreg, Evit pemzek gwenneg, Marianna, Evit pemzek gwenneg. Ha ! ha ! ha ! »

1944
Référence : ATST p.18

Pa voemp erru e Lourd e tiskennjomp er memes ostaleri ; sevel a raen mintin-mat da vont da respont an oferenn da hini pe hini anezho.

1944
Référence : EURW.1 p76

Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.

1949
Référence : SIZH p.39

- Pitiaoul a zo c'hoarvezet ganeoc'h ? a c'houlennas, ur wech bennak, ar breur Alano digant e geneil e-pad ar studi vintin.

1949
Référence : SIZH p.61

Diouzh ar mintin, er pempet devezh pa zihunan, en em gavan en un taol en ur forn c'hor.

1985
Référence : DGBD p16

Antronoz vintin pa zihunan emaomp war ar mor bras.

1985
Référence : DGBD p10

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux