Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Gwirionez diazez a denn d'ar feiz kristen, na c'hall bezañ anavezet nemet dre sikour Doue. Misterioù ar garantez. An daou vister pennañ eus hor feiz. 2. (er Grennamzer) Pezh-c'hoari relijiel, a zanevelle buhez ar C'hrist pe ar sent. Grit peoc'h, ha krogit da zisklêrian dre vister Istor Santez Barba.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

mister

1499
Référence : LVBCA p146 (mistere)

Pan en devoe Porfirius klevet antierament an holl visteroù-mañ, en em taolas d'an douar e-kichen treid ar werc'hez Santez Katell, hag ez resevas ar fez a Jezuz-Krist, eñ ha daou-c'hant [eus] e varc'heien gantañ.

1576
Référence : Cath p17-18

6. Pan he devoe disputet kalz doktamant ar mister a'n inkarnation a vab Doue, Kezar a voe meurbet ebaiset, ha ne c'halle ket respont dezhi[.]

1576
Référence : Cath p8

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

mister

1659
Référence : LDJM.1 pg Mystere

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Référence : Do. p9

An teatr brezhonek a zo paour a-walc’h, aotrou ; n’eus nemet misterioù, evel an hini hoc’h eus c’hoariet warlene : « Buhez Sant Gwennole ».

1944
Référence : EURW.1 p.96

« Ar re-se 'zo Gallaoued (les Gallos) » — Ha ne raen nemet soñjal goude er mister-se. Gallaoued ? Du-mañ e veze graet Gallaoued eus ar voutaouerien-goad. Moarvat n'eo ket boutaouerien-goad e oa ar re-mañ holl. "Les Gallos" ??? Biskoazh n'am boa klevet an anv-se.

1944
Référence : EURW.1 p.34

Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Référence : EURW.1 p66

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux