I.
1. (db. an dud)
Nad a ket re bell ganti.
Hennezh zo moder-meurbet. Bezañ moder en debriñ hag en evañ.
2. (db. an abadennoù)
Ma chom reizh an traoù, ma ne vez ket a ziroll.
Diduamant berr ha moder.
II.
Impl. da ak.
A. Rouez
Perzh an hini nad a ket re bell ganti.
Moder en debriñ.
DHS. habaskter.
B. Tr. adv.
1. Ober udb. dre voder, gant moder : e ober hep mont en tu all d'ar pezh zo dleet.
Ne eve mui nemet dre voder. Gwaskañ war ar sac'h-lêr dre voder.
&
Goustadik, dre zouster.
Kae dezhañ dre voder. Ar struj a veze lakaet en tan dre voder.
2. Hep, dreist moder : en ur vont re bell ganti, en ur vont en tu all d'ar pezh zo dleet.
III.
Adv. (da heul un ag.)
Hep na vefe re.
Un oaled tommet-moder.