1. Pezh war ahel a dalvez e vonedone da reizhañ mont en-dro ardivinkoù zo, horolajoù dh.
Trouz ingal ar momeder.
2. Dre skeud. (db. an dud)
Kalon.
« Marv eo ? » - « N'eo ket, e vomeder a ya en-dro ! ».
3. Benveg, anezhañ ur pouezig e penn ur fiselennig, ur chadennig, a dalvez da glask dour, traoù kollet, h.a.
4. Dre fent
Den tapet dale gantañ.
Hast a-fo, momeder !