1. Mare-mor.
Ar morad-mañ zo brasoc'h. Koulz ar moradoù bras.
2. Hollad ar pesked tapet en un droiad pesketa war vor.
&
Dre ast.
Hollad ar pesked a vez kaset da werzhañ.
N'eo ket c'hoazh deuet ar morad.
3. Dre skeud.
Kementad bras.
Me a oa beuzet ma c'halon en ur morad a c'hlac'har.