Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Heuliad hir a draoù resis, a gomzoù, a stummoù a seller outañ evel un hollad. Dibunañ, distagañ, skrivañ un aridennad anvioù, gevier, gwerzennoù, jarneoù, komzoù. 2. Heuliad roudoù, merkoù, laosket war e lerc'h gant ur boud, un draezenn, un danvezenn bet fennet, h.a. Aridennadoù gwad. Al lestr a lezas un aridennad eonenn war e lerc'h. HS. lostad.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.227

Hag eñ, en em lakaat da skrivañ un aridennad hanvioù.

1877
Référence : EKG.I. p.144

War an hent bras e oa aridennadoù ruz a deue eus an nec’h d’an traoñ, graet gant gwad ar re eus an daou du a yoa kouezhet en emgann.

1878
Référence : EKG.II p.2

"aridennad" gg.

1923
Référence : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Suite (de choses, d’événements, au sens dépréciatif)".

Ar gozhni end-eeun evit an dud evurus-se n’oa ket ouzh he heul tuzumadur galloudezhioù an ene hag an holl aridennad-se a vilderioù hag a wanderioù a weler ken alies hiziv o tont a-unan ganti.

1923
Référence : SKET p.69

e-keit ma oa gourvezet o treiñ-distreiñ en noz teñval-sac'h, er gambr he stignoù tev, e teue danevell an Ao. Enfield d'e spered, e stumm un aridennad skeudennoù luc'hus.

2012
Référence : DJHMH p22

Goude 1968 e oa bet krouet un aridennad implijoù sternidi a-renk etre gant goproù izel pe mat a-walc'h met un "dalvoudegezh" ouzhpenn dezhe.

2015
Référence : DISENT p153

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux