Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. (gant ur v. en e st. nac'h) Nep gwech, e nep mare. N'int ket bet amañ morse. Ne gomz morse. Ned afent morse en ti-se. Morse ne rafent un dra evel-se. DHS. biken, birviken, biskoazh. HS. james, kammed, nepred. ES. atav, bepred, dalbezh, dalc'hmat. 2. (db. an darvoudoù tremenet ; gant ur v. en e st. kad.) Gwech pe wech, e mare pe vare betek-henn. Hennezh eo ar gwellañ ki am eus bet morse. Hag aon hoc'h eus bet morse ? HS. biskoazh.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

morse

1659
Référence : LDJM.1 pg nenny

morse ne evan gwin

1850
Référence : GON.II pg morsé

morse

1850
Référence : GON.II pg morsé

morse ne ran kement-se

1850
Référence : GON.II pg morsé

An alouberien ned int morse hep aon.

1850
Référence : GON.II pg alouber (Les usurpateurs ne sont jamais sans crainte.)

« Pegen diaes eo bevañ ! Mat ! mat ! n'eus forzh a-se, / Lakaet em beus em fenn ne zrebin kig morse, / Tamm kig hiziviken ned ay dindan va staon, / Kentoc'h, m'en tou, va feiz ! e varvfen gant an naon. »

1867
Référence : MGK p83

Bennigit-hi, aotrou sant Kadoù, me ho ped, ha grit na glevo morse gant den ar pezh a lavaras d'ar wenanenn ar gozh kelienenn : "Atav emaout o labourat, hep na deu dit netra a vad".

1867
Référence : MGK Rakskrid XIII

— « C'hoantek eo da galon, ha da gorf maget mat, / A zo kre ha nerzhus. Hama, va mab, selaou : / Ar gwellañ hent a zo da zastum gwir vadoù, / Da vezañ brudet-kaer zo poaniañ, labourat ; / Hep ober droug morse, atav ober ar mad. »

1867
Référence : MGK p144

Hor [sic] hendadoù, ar Gelted kozh, o doa kemeret un tourc'h da arouezinti ha, patrom ar penn-moc'h, kludet ma'z oa war beg ur vazh hir, a reas ganto tro an Europa, atav er vann ; morse diskaret !

1929
Référence : SVBV p.14

Rak-se 'ta, paotr e ziweuz klemmus ne fazie morse da zont, pa gave an tu, d'hor gweladenniñ d'hon amdor.

1929
Référence : SVBV p7

Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. Ne baoueze ket da'm goulennata : "Hag an dra-mañ ?... Hag an dra-se ?... Hag an dra-hont ?... En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed.

1929
Référence : SVBV p10

Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi.

1944
Référence : ATST p.58

Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.

1944
Référence : ATST p.64

Pa o doa tu, ne vankent morse da'm hegañ war stad truezus ar yezh-se, un trefoedaj dineuz, mat da netra nemet da baterat.

1944
Référence : EURW.1 p83

An neb a ya re vuhan e deod en dro [en-dro], a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

1944
Référence : ATST p.9

Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.

1944
Référence : ATST p.43

Job. — « Ur bern aour melen. » Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »

1944
Référence : ATST p.46

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

1944
Référence : ATST p.58

— « Nann ’vat, Job, morse ne vez komzet en ti, dirazon, eus dispignoù ar merc’hed. » — « Feiz, n’eo ket souezhus ; n’eus gwazed nemedoc’h er gêr. »

1944
Référence : ATST p.75

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.

1949
Référence : SIZH p.46

Kregiñ a reas egile en e vilgin, hag e sile dezhañ en e skouarn. - N'ho pefe morse soñjoù lous ?

1949
Référence : SIZH p.47

Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.

1949
Référence : SIZH p.50

Da sul koulz ha da c'houel, en iliz morse gour.

1960
Référence : PETO p32

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Référence : PETO p37

Un abeg eo dit da veza trubuilhet / Rak re ouzh da seurt morse ne ziwaller ; / Ha ne vefes ket ivez e genwaller / O sevel gantañ kabal ha komplidi / Ouzh Nasion Frañs hag ouzh he dalc'hidi ?

1960
Référence : PETO p37

Ar pezh hor souezh-ni da gentañ eo an doare o deus da gerzhout : ne deont morse a-zoug o c'hamm, piltrotat eo a reont, ha ni boas ouzh ar bale a gav souezhus da gentañ gwelout ur rummad tud a-bezh o vont d'ar piltrotig.

1985
Référence : DGBD p35

Seul vui ma n'a morse gwellwelerezh Adrianí en tu-hont d'ar "gant ma ne ve vo ket gwashoc'h."

2015
Référence : EHPEA p26

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Référence : DISENT p64

Gantañ [ar patron meur] e voe graet un dra ha ne vo ket tu da zresañ morse : klask a reas tec'hout diouzh an tabut gant ur c'harr-tan ha flastrañ a reas gar an den yaouank.

2015
Référence : DISENT p83

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux