1. Difiñv.
Chom a raemp motet evel-se gant ar skuizh e oamp. Skoachet ha motet e korn an ti.
HS. diflach.
2. Dre skeud.
Moredet.
Ar frankizenn a oa motet en he c'housk.
"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouzh ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouzh "motet" = difiñv, ha diouzh "kropet" na vez lâret nemet pa vez anv eus an daouarn.
"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouz ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouz "motet" = difiñv, ha diouz "kropet" na vez laret nemet pa vez ano eus an daouarn.