I.
A.
1. Plezhenn vihan a neudennoù kotoñs, kanab, h.a. a soub en un danvez helosk bnk. hag a lakaer da zeviñ evit teuler sklêrijenn.
2. Mouch-gouloù : goulaouenn.
&
Trl.
Tremen, mervel evel ur mouch-gouloù : mervel sioulik, didrouz.
&
Ent krenn.
[1732] Mouch : goulaouenn.
Gwerzhañ udb. diouzh ar mouch.
&
Trl. skeud.
Mervel e vouchig-gouloù : bezañ o vervel goustadik.
3. Plezhenn voan bet intret gant un danvez helosk a dalvez da enaouiñ danvez tarzh.
Mouch hir ar vombezenn.
B.
1. C'hwezhadenn dister
&
[1909, 1931, 1985] Mouch(ig) avel : bannig avel skañv-tre.
Ur mouch avel flour. Ne c'hwezh mouch avel ebet.
[1985] N'eus ket ur mouch avel, pe dost.
2. [1732] Analadenn ziwezhañ, penn pellañ ar vuhez.
&
Mouch buhez : elfenn vuhez disterañ.
Ne ehano ket da labourat keit ha ma vo ur mouch buhez ennañ.
&
Trl.
[1732] Bezañ kaset (gant ur c'hleñved) betek ar mouch, bezañ rentet betek ar mouch : betek ar marv.
&
Mont betek ar mouch : betek ar penn pellañ eus e vuhez.
Hep dale e oa aet betek ar mouch ha ne c'hortoze nemet e eur ziwezhañ.
II.
1. Pezh lien a voucher an daoulagad gantañ.
Lakaat ar mouch d'ar saout.
2. Gouel a lakaer dirak an dremm evit he c'huzhat, he gwareziñ.
Mouch ar gwenaner.