I.
A.
1. Tamm leton, distaget gant ur bal pe ur benveg bnk. all, zo douar stag ouzh ar gwrizioù.
Sevel kleuzioù gant mouded.
2. Tamm douar fetis distag diouzh ar peurrest eus an douar.
Moudennoù nevez-troet. Mouded douar.
3. Tamm douar a chom stag ouzh gwrizioù ur blantenn, ur wezenn, p'he displanter.
4. Brikezenn daouarc'h troc'het gant ur bal (pe un heskenn-brad) er geunioù, a dalvez d'ober tan pa vez sec'h.
Mouded ar Briver a veze gwerzhet e Naoned. Tan mouded. Mouded du, mouded loc'h : mouded taouarc'h.
&
Ur bal* vouded.
B.
1. Geot ha gwrizioù distaget diouzh gorre an douar gant un taol marr a dalveze d'ober tan pa veze sec'h.
&
Moudenn c'hlas, moudenn varr : moudenn c'heot.
2. Pemdez
Takad bolzet eus kof-bihan ar merc'hed, m'emañ ar c'hourzh en traoñ anezhañ.
&
Dre ast.
Kourzh.
&
Dre ast., dizoare
Ar mouded : ar merc'hed.
II.
1. (db. ar sistr)
Bern avaloù ha kolo gwiskad-ha-gwiskad a saver dindan ar waskell evit tennañ dioutañ ar chug a dalvezo d'ober sistr.
Gwaskañ ar voudenn.
2. Krugell goloet a c'hlasvez.
&
Ent strizh
Istor (er Grennamzer uhelañ)
Savenn douar gronnet a zifennoù (fozelloù, kael peulioù, h.a.).
Moudenn Leskelenn e Plabenneg.
3. Moudenn verien : krugell verien.
Mouded merien.
HS. merieneg.
III.
Dre ast.
Tolpad pesked eus an hevelep spesad a zilec'h a-gevret.
Ur voudenn besked. Ur voudenn veilhed.
[1925] Ul laz paotred yaouank diskuizh ha dibabet a veze bepred war evezh oc’h heul gant div vag vihan ar voudenn besked dizoloet.
DHS. bank.
Gant he aluzenoù — pizh Izabel — evelkent he deus prenet ur garg vouded ; ur voudenn, mesket gant tammoùigoù bezhin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goañv.
Gant he aluzennou — piz Izabel — evelkent he deus prenet eur garg vouded ; eur voudenn, mesket gant tammouigou bezin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goanv.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Ur voudenn besked
Eur voudenn besked
1925
Référence :
BILZ2
p.122, Notenn 2 : "Une bande, une multitude de poissons ("moudenn", motte)".
Ul laz paotred yaouank diskuizh ha dibabet a veze bepred war evezh oc’h heul gant div vag vihan ar voudenn besked dizoloet.
Eul laz pôtred yaouank diskuiz ha dibabet a vije bepred war evez oc’h heuilh gant diou vag vihan ar voudenn (2) besked dizoloet.
1925
Référence :
BILZ2
p.122
Tosenn Sant-Weltaz a zo ur voudenn ront a zek troatad uhelder, savet gant brezelidi gent war lein menez Kenekilheg, hag a servijas dezho da gastell-kreñv.
Tosenn Sant-Weltas a zo eur voudenn rond a zek troatad uhelder, savet gant brezelidi-gent war lein menez Kene-Kilheg, hag a servijas d'ezo da gastell-kreñv.
1944
Référence :
EURW.1
p16
Displeget 'vo ivez teknik ar sevel kleuzioù, dreist-holl ar re graet gant mouded douar marret
1980
Référence :
BREM
Niv. 1, p. 5
Note d'étude
Lec'hanv hag anv-familh ivez hervez geriadur ar Gonideg.