Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Un tammig gleb, diwar-c'horre dh. Mouest eo ar mogerioù. Un tamm lien mouest. 2. (db. an dud) Un tammig gleb gant ar c'hwez. Mouest on, mouest eo ma zal. 3. Dre ast. Gleb. Un devezh mouest : ma vez glav pe latar. Dizourañ douaroù mouest. Amzer vouest. HS. delt, leizh, moeltr. 4. Dre ast. (db. ar frouezh, ar plant troc'het) Krog da vont da fall, da vreinañ en abeg d'ar glebor. Avaloù mouest, foenn mouest. HS. moeltret.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

mouest

1850
Référence : GON.II pg moués, mouéz

mouest

1850
Référence : GON.II pg moués, mouéz

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Chachañ a rae war ar c’horn-se e-pad an deiz, ha kaer en [deze] chachañ, tamm moged ebet ne deue : butun-karot a implije Jarlig, butun troc’het a-skolpennadoù, mouest an treujennoù, diaes-meurbet da danañ. Ha Jarlig a chache, chache, a grañche, moged tamm ne deue.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Ouzh tor ar menez, e goudor teñval un toull-roc'h, kenaozet gant daroù-ben, mo[u]est atav, hag ur stank a doennad ili[a]v ha gwez kelenn, e oa ur feunteun vras dour rielet [sic, riellet] ha sklaer e-giz lagad an naer.

1949
Référence : SIZH p.52-53

Oc'h huñvreal edo an Dr. Armstrong... Tomm-spontus e oa er sal-oberiata... N'eo ket posupl, ned ae ket gwrezreolier en-dro ! Dourc'hwez a rede ouzh e zremm. Mouest e oa e zouarn. Ne oa ket aes derc'hel mat ar gontell-flañchañ...

2011
Référence : DEKMO p101

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux