1. (db. ar vugale, al loened-ti)
Bugel, loen a reer gant aket ha teneridigezh war e dro hag a hañval bezañ karet muioc'h eget ar re all.
Moumounig e vamm eo. Koll bugale, ober moumounoù anezho.
HS. lallig.
2. Ger karantezus evit envel ur bugel.
Deus amañ, moumounig !
3. Ardoù, gerioù moumounerezh.
Implij a reer re a deneridigezh, a livioù kaer, a voumounoù.