I.
(impl. en e furm lies dh.)
1. Pep hini eus ar blev a gresk etre fri ha gweuz krec'h ar wazed.
Fichet e voe e vlev, e varv hag e vourroù gant ar perukenner.
&
Trl.
Lipat e vourrennoù, e vourroù diwar ur meuz bnk. : kavout mat.
&
Trl. skeud.
C'hoarzhin dindan e vourroù : c'hoarzhin didrouz.
2. Dre ast. (db. bronneged zo)
Pep hini eus ar blev a gresk en un torkad a bep tu d'ar min ha zo kizidik-tre.
Mourrennoù ar c'hazh.
3. Dre ast. (db. an amprevaned hag ar c'hresteneged)
Tastornell.
Mourrennoù ar grilhed-mor.
4. A-wechoù (db. an dud)
Abrant.
Ne oa ket eeun e vourroù.
5. Dre skeud.
Beg-kamm.
Ober mourrennoù : kammañ e c'henoù.
Sellet a rejont an eil ouzh egile gant ur vourrenn.
II.
Hollad ar mourrennoù (I 1).
Ur gwaz kreñv gant ur vourrenn hir.
Référence :
BROU
p. 401 (moue; barbe des quadrupèdes, antenne des insectes et des crustacés, barbe des céréales, rayons dans le brouillard))
ober mourennoù
ober mourennou
1909
Référence :
BROU
p. 401 (faire la moue)
c'hoarzhin dindan e vourroù
c'hoarzin dindan e vourrou
1931
Référence :
VALL
pg barbe
mourroù
mourrou
1931
Référence :
VALL
pg barbe
mourrenn
1931
Référence :
VALL
pg barbe
lipat e vourroù
lipat e vourrou
1931
Référence :
VALL
pg babine, babouine
lipat he mourroù
lipat he mourrou
1931
Référence :
VALL
pg babine, babouine
Pa oan tremenet dirak e gador e welis un den kreñv, blev louet, un trouc'had mourroù dindan e fri hag a ziskenne en daou du d'e c'henoù betek e c'hroñj, ur gwir penn [sic, benn] brezelour frank, evel em boa gwelet war ar poltrejoù.
Pa oan tremenet dirak e gador, e welis eun den kreñv, bleo louet, eun trouc'had mourrou dindan e fri, hag a ziskenne en daou du d'e c'henou betek e c'hroñj, eur gwir penn brezelour Frank, evel em boa gwelet war ar poltrejou.
1944
Référence :
EURW.1
p62
Un den uhel ha taer, rouzard, un troc’had mourrenn dezhañ.
Eun den uhel ha taer, rouzard, eun trouc’had mourrenn d’ezañ.
1944
Référence :
EURW.1
p.202
Ur gwaz kreñv ha kalet, gant ur vourrenn hir evel eur Frank.
Eur gwaz kreñv ha kalet, gant eur vourrenn hir evel eur Frank.
1944
Référence :
EURW.1
p.108
an aotrou Tual a zalc'he da weañ e vourroù
1974
Référence :
BAHE
niv. 82, p19
Ha dastumet an "nyama" (ar c'hig) en un delienn staget gant ur poell ouzh ar gouriz, e vo lipet e vourroù diwarnañ da boent koan.
1985
Référence :
DGBD
p61
Daou eus ar wazed a zo mourroù dezhe, un jean hag ur roched dindane.
2015
Référence :
EHPEA
p125
C'hoarzhin dindan e vourroù a reas Helge met ne lavaras ket hiroc'h.