Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
117
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.k. I. V.k.e. 1. Gwaskañ war ur c'horf a-benn digreskiñ an ec'honad anezhañ. Moustrañ an douar pa vez re skañv. DHS. stardañ, mac'hañ. 2. Gwaskañ war udb. evit tennañ al liñvenn zo ennañ. Moustrañ lien. & Ent strizh Gwaskañ frouezh gant e dreid. Moustrañ ar rezin gant e dreid. HS. bresañ, flastrañ, mac'hañ, pilat. 3. Trl. MOUSTRAÑ UB. ETRE E ZIVREC'H : e stardañ. 4. Dre skeud. Mac'homañ. Peseurt karantez am eus-me evit an den paour mar lezan an den bras d'e voustrañ ? HS. gwaskañ. II. V.k.d. 1. Pouezañ war udb. Evit reiñ o louzeier d'ar vugale, eo ret alies moustrañ ur pennad war o fronelloù gant ar bizied, d'ober dezho digeriñ o genoù. Moustrañ war ur gor d'e ziskargañ. 2. Dre skeud. Moustrañ war e from, war e galon, war e c'hlac'har : mirout ouzh e santadoù da zont war-c'horre. [1878] Ha koulskoude e ranken moustrañ va c’halon ha reiñ peoc’h gant aon da vezañ klevet. [1924] Hag an dour en e zaoulagad, ar paotr a voustre war e galon. HS. bresañ, gwaskañ, mac'hañ.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

moustrañ

1659
Référence : LDJM.1 pg accabler, ecraser

moustret ar vañdaj gat an treid

1732
Référence : GReg pg fouler (Fouler la vendange, écraser le raisin avec les piez, pp.)

moustriñ

1732
Référence : GReg pg briser (rompre), écraser

moustret

1732
Référence : GReg pg briser (rompre), écraser

moustrañ

1732
Référence : GReg pg chiffoner (bouchonner du linge, des habits), chiffoner (bouchonner du linge, des habits), écraser

moustrañ ar vañdaj gat an treid

1732
Référence : GReg pg fouler (Fouler la vendange, écraser le raisin avec les piez.)

moustrañ gat an treid

1732
Référence : GReg pg fouler (Fouler avec les piez quelque chose que ce sôit.)

moustret gat an treid

1732
Référence : GReg pg fouler (Fouler avec les piez quelque chose que ce sôit, pp.)

moustrit-eñ gant ho treid

1850
Référence : GON.II pg moustra

moustrañ

1850
Référence : GON.II pg mañtra, moustra, pg damouchein

mouskra [sic]

1850
Référence : GON.II pg gwaska

na voustrit ket va dilhad

1850
Référence : GON.II pg moustra

moustret

1850
Référence : GON.II pg moustra

Ha koulskoude e ranken moustrañ va c’halon ha reiñ peoc’h gant aon da vezañ klevet.

1878
Référence : EKG.II p.130

moustañ

1909
Référence : BROU p. 401 (presser)

Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzhet ganti dorn-ha-dorn o voustrañ strad kinviek koadoù ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hañv, naouspet goañv !

1923
Référence : SKET p.74

O voustrañ dezhi he genou gant e zorn d’he herzel da grial e talc’has anezhi evel-se flastret ken n’o dije e vreudeur kaset da benn o zorfed.

1923
Référence : SKET p.103

Ha setu neuze o skiltrañ ar fleütadeg, garmadeg al leñverezed o sevel hag ahel ar c’hirri o wigourat : ambroug-kañv roue ar Garianed, o voustrañ ur wech ouzhpenn an douar genidik, eo a zibun dre ar maezioù didud.

1923
Référence : SKET p.14

Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigezh Keltos : An doue a reont anezhañ Herakles, hag hen e meur a geñver heñvel a-walc’h ouzh Teutatis ma c’hallfe bezañ an hevelep den, en dije ergerzhet gwechall an Europ war he hed, evit skarzhañ diouti an euzhadennoù, ar ramzed hag an dorfetourien ouzh he moustrañ hag he gwastañ.

1923
Référence : SKET p.32

Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.

1923
Référence : SKET p.64 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 64, lin. 16 eil dilinenna[ñ], e lec'h « m’az tije » kentoc’h « m’az pije»".

Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutatis oc’h ober ur ged didorr war da diegezh, o skeiñ gant e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzhit, o lazhañ, o vreviñ, o voustrañ, o vougañ da holl enebourien !

1923
Référence : SKET p.84 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 84, lin. 13, e lec’h « neb a glasko » lenn « neb a glaskfe »").

Lakaet en deus anezhe da barañ war e ene a vugelig, hag e gorzailhenn en em waskas pa savas war daolenn e eñvor skeudenn ar re a gare, skeudenn ar re… Hag an dour en e zaoulagad, ar paotr a voustre war e galon.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.

1924
Référence : SKET.II p.39

Da gement-se, moarvat, e voe dleour eus e gened ker meulet, o vezañ na voe netra biskoazh o voustrañ e izili, o hualañ ouzh e gorf d’en em astenn kaer ha kompez.

1924
Référence : SKET.II p.18

Moustrañ a eure war biz an dimezell, faoutet gantañ ar gouli. Gwadañ a ra.

1925
Référence : BILZ2 p.119

Moustrañ a rae, tre ma c’halle, war e imor : a-wechoù e v[ez]e gonidek, aliesoc’h trec’het.

1925
Référence : BILZ2 p.178

Gwall hir eo roll an obererezhioù difeuls hag er-maez [e-maez] lezenn bet kaset da benn e-pad ar bloavezhioù tremenet hep na vefe bet moustret den e mod ebet : bodadegoù diaotre ha manifestadegoù er-maez [e-maez] lezenn, betek dirak an Elize ; lec'hioù prevez aloubet ha dalc'het, evel stalioù ar merkoù bras sponsorien ar C'hoarioù Olimpek e Sina, trepasoù kenwerzhel ar gourmarc'hadoù, anzavadourien kirri-tan, ajañsoù lojeiz, burevioù gwerzhañ diouzh ar c'hresk [...]

2015
Référence : DISENT p154-155

Gallout a reomp-ni diskouez bezañ difeuls ar muiañ ar gwellañ oute, koulz ha moustrañ ar muiañ posupl war hon fulor - evel-just hon dez santadoù ha fromoù evel-se ni ivez - o chom digor ha doujus oute, ha prest d'ober gant pedagogiezh.

2015
Référence : DISENT p51

Moustrañ a ran warnon evit chom hep stagañ da ouelañ me ivez, pa vez poan evit daou e vez poan evit tri, evel a lavarer, rak dindan kouezhañ a-flav emaon. Klask a ran kennerzhañ anezhi koulskoude.

2015
Référence : EHPEA p67

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux