I.
Str.
1. Gwez pe gwezigoù, o anv spesad Myristica fragans, a orin eus Azia.
&
Gwez-muskadez : ar gwez-se end-eeun.
2. Had krizet, frondus-kenañ ha gell a gaver e frouezh ar gwez-se end-eeun.
&
Kraoñ-muskadez : an had-se end-eeun.
II.
H.g.
Klor ar c'hraoñ-muskadez a implijer evel temz-boued pe evel c'hwezh-vat.
Pa'z a ar c'hloareg d'ar pardonioù e vez ar muskadez en e votoù hag al lavand en e c'hodelloù.
&
Kraoñ-muskadez : an danvez-se end-eeun.
Ne vanke d'e gefalenn nag ur c'hreunenn kraoñ-muskadez, nag un tachig-jenofl.