Naer vevvic'haner eus ar c'herentiad Viperidae, dezhi ur penn plat, ul lost berr, daou zant binimus en he geol, annezet en tachennoù roc'hellek ha heoliek.
Un naer-wiber o c'hwibanat.
Gouenn an aered-gwiber, gouenn avoultr eveus ar bobl choazet ; emezoa gwechall Jezuz-Krist d'ar Farizianed.
Gouënn an aëred viber, gouëñ avoultr eveus ar bopl choaset ; em ' ez oa güeachall Jesus-Christ da'r Pharisyaned.
1732
Référence :
GReg
pg engence (de viperes, disoit Jesus-Christ, aux Pharisiens)
aer-wiber
1850
Référence :
GON.II
pg aer-wiber (Vipère, petit serpent vivipare très venimeux).
aered-gwiber
aéred-wiber
1850
Référence :
GON.II
pg aer-wiber (Pl.)
Teogiñ a raent al loened gouez : naer-wiber, moc’h-gouez, arzh, bleiz, kazh-karvetaer, holl e tenesaent dezho er c’hoadoù ha war ar maez ; c’hoari ha gourvez en o c’hichen a raent hag en em lezel da vezañ flouret ganto, hep c’hoant ebet d’ober droug.
Teogi a raent al loened gouez : naer-wiber, moc’h-gouez, arz, bleiz, kaz-karvetaer, holl e tenesaent d’ezo er c’hoadou ha war ar maez ; c’hoari ha gourvez en o c’hichen a raent hag en em lezel da veza flouret ganto, hep c’hoant ebet d’ober droug.
1923
Référence :
SKET
p.76
Sellit outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter[z]igor war he mammenn, sklaer evel skorn, kri evel hini ur c’hazh klañv arajet, evel hini un aer-wiber, o c’hortoz piv da dagañ.
Sellet outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter-digor war he mammenn, sklêr evel skorn, kri evel hini eur c’haz klanv arajet, evel hini eun aer-wiber, o c’hortoz piou da daga.