1. ISTOR
Kargad uhel eus ar velestradurezh da vare ar Romaned.
Prefed Galia.
2. (e Frañs)
Kargad uhel a zalc'h lec'h ar Stad e penn un departamant, ur rannvro.
DHS. isprefed.
« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »
« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h ano da brefed Penn-ar-bed, da veza diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »
1944
Référence :
EURW.1
p.200
Ne ouezer ket peur e teuio ar prefed
1980
Référence :
BREM
Niv. 0, p.6
Aet e o Papon da brefed polis goude bezañ bet servijour feal faskouriezh Vichy, ha lezet da vont kerkent ha kondaonet abalamour d'e dorfed a-enep an denelezh.