Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. [1732] Stad ub. a rank ober udb. buanañ ma c'hall. [1732] Prez vras zo. [1732] Ober un dra bennak gant prez, gant hastizded. & [1850] BEZAÑ PREZ WAR, GANT, EN UB. : bezañ er stad-se. [1850] Prez zo warnoc'h. N'eus ket re a brez warnout ? Ha me, prez ennon, etrezek al lenn. Ar vartoloded a yae hag a zeue war ar porzh, prez ganto. [1944] Hon dimezell a seblante pres warni mont d'ar gêr. & Kemer prez : hastañ. & Bezañ e prez : bezañ o hastañ. An holl zo eno e prez o pourchas pep tra evit ar gouel-se. & Trl. [1985] Prez labour zo : kalz labour zo d'ober dindan berr amzer. [1985] Va-unan, gant ar prez labour, ne 'm boa ket a dro da gavout hir an amzer. & (impl. da anv unan, goude ar gm.a. gant un dalvoudegezh estlammiñ) Ar re-se zo ur prez warno ! 2. C'hoant en em gavfe udb. an abretañ ar gwellañ. Bezañ gant ar prez da vont d'ar gêr. 3. Tr. adv. DRE BREZ. Bezañ dre brez : rankout ober an traoù buan-tre. Amañ e vezer dre brez dalc'hmat. & Komz dre brez : re vuan, hep bezañ lakaet amzer da brederiañ war ar pezh emeur o vont da lavaret. II. BEZAÑ PREZ WAR UDB., UB. : goulenn, klask bras warnañ. Prez zo war an avaloù-douar evit ar bloaz. Prez zo war-lerc'h ar sonerien vat. HS. mall. DHS. a-brez, dibrez. EVEZH. : kemm. blot. a-wechoù er stn. goude "prez".

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

prez

1732
Référence : GReg pg empressement

ar prez, an hast, ar c'hoant hastif, am boa da hoz kwelet

1732
Référence : GReg pg (l') empressement (que j'avois de vous voir)

ober un dra bennak gant prez, gant hastizded

1732
Référence : GReg pg (s') empresser

lonkañ gant prez bras

1732
Référence : GReg pg engloutir (avaler avec avidité)

gant prez bras

1732
Référence : GReg pg avidement (goulûment), avidement (avidement, avec un desire ardent)

prez bras

1732
Référence : GReg pg avidite (desir d'un avide, tant au propre qu'au figuré)

prez vras

1732
Référence : GReg pg avidite (desir d'un avide, tant au propre qu'au figuré)

prez zo warnoc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg prés

prez

1850
Référence : GON.II.HV pg prés

— Bremaik, soudarded, eme ar c’habiten, e welf[e]t pegement a brez a vezo gant Sant-Tegonegiz da reiñ deomp peb a damm da zibriñ ha banneoù da evañ.

1877
Référence : EKG.I. p.169

Ker buan va daou soudard a savas en o sav ; unan a yeas a-gleiz hag un all a-zehou, prez warnezho, evel pa vijent bet o c’haloupat abaoe m’oant savet d’ar garidoù.

1878
Référence : EKG.II p.131

An neb a ya re vuhan e deod en dro [en-dro], a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

1944
Référence : ATST p.9

Pell a-raok an deiz merket evit ar « rantre », e oa prez du-mañ gant an dilhad, ar c'hrezioù, al loeroù, hag an dilhad-gwele, rak ret e veze da bep familh pourveziñ ur c'holc'hed, peder liñsel, daou ballenn-wele, ur pennwele, hag ur golo-treid da bep skoliad.

1944
Référence : EURW.1 p29

An holl en ti du-mañ a zo war brez, an holl er bourk a oar ar c'heloù ez a mab an noter d'ur golaj bras.

1944
Référence : EURW.1 p47

Hon dimezell a seblante prez warni mont d'ar gêr.

1944
Référence : EURW.1 p.151

Va-unan, gant ar prez-labour, ne 'm boa ket a dro da gavout hir an amzer.

1985
Référence : DGBD p194

Ne soñj ket din, pa weler ar pres a zo war an dachenn sokial pe war hini an endro, pa vez santet efedoù drastus sistem frankizour ar gevalaouriezh nevez.

2015
Référence : DISENT p15

Ret eo krennañ war ho kaoz : pres a zo war a gazetennerien.

2015
Référence : DISENT p121

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Référence : DISENT p73-74

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux