Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Den dilennet, a vlein ur bodad tud, un aozadur bnk., a ren o labourioù, o divizoù. Prezidant Kuzul Departamant Liger-Atlantel. Bezañ anvet da brezidant. 2. (en ur republik) [1954, 1985] Pennrener ur stad. Prezidant ar Republik. [1954] Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh [...]. [1954] [...] daoust ha ne veze ket un drugar evidomp-ni, sonerien, tostaat ouzh ar pennoù-bras, prezidanted, rouanez, ha zoken impalaerien ? [1985] En eñvor eus ar prezidant amerikan Monroe.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Neuze un prezidant koleret a bersuadas d'an roue ez lakaze ober peder rod a houarn e-barzh tri dez pere a ve añvironet a dachoù ha kizelloù lemm pe gant re ez vihe dispennet dre dourmant, ha maz roze ivez spont d'an gristenien arall, oz welet an horriplded hag ar gruelded a'n tourmanchoù.

1576
Référence : Cath p20

KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.

1941
Référence : ARVR niv. 7/3a

Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh ; desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet.

1954
Référence : VAZA p.60

E stumm-se e c’hoarvezas ganin treiñ a-ziwar ar galleg prezegenn hon admiral dirak ar Prezidant Porfirio Diaz, fuhrer ar Meksik d’an ampoent-se, ha gwech e galleg, gwech e spagnoleg an holl brezegennoù ouzh taol e-pad ur pred war an ton bras e ti-meur Popokatepelt, damdost d’ar gêrbenn.

1954
Référence : VAZA p.99

A zo gwir, met da neb a zo yaouank ha kuit a skiant-prenet, daoust ha n’eo ket un dudi gwelout traoù ha tud n’anavezer ket, doareoù na verzer neblec’h all ; daoust ha ne veze ket un drugar evidomp-ni, sonerien, tostaat ouzh ar pennoù-bras, prezidanted, rouanez, ha zoken impalaerien ?

1954
Référence : VAZA p.127-128

Monrovia a vez graet eus o c'hêr-benn en eñvor eus ar prezidant amerikan Monroe.

1985
Référence : DGBD p.17

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux