priñs
priñsed
priñsez
Evit gwir, n’oant ket Priñsezed ha ne risklent ket o buhez evit ur Roue hag ur Rouanez ; mes ker c’hwek eo o buhez da ziv blac’h paour a Vreizh-Izel evel ma’z eo da ur Briñsez eus a Bariz, ha ken talvoudus e tle ar galon hag ar garantez a ziskouezer e-keñver ul labourer diwar ar maez, evel e-keñver ur Roue bras war e dron.
priñs
War gorre Beg-ar-C’hraneg, ez eus bet gwechall ur c’hastell meur hag e oa o chom ennañ priñsed c’halloudek ; ar c’hastell a zo bet dismantret en amzer gozh, hag, ennañ, eo chomet kuzhet an teñzor burzhudus a lavaren deoc’h.
Bale a ris div pe deir gwech a-zoug va c'hamm e[n]-dro d'an delwenn, estlammet gant ampartiz an arzour ha gant planedenn ar pemp breur, tud dister a-walc'h o tont war an douar - Arthur n'avait pas de richesses ! eme ar glaskerez-bara - ha daoust da se deut da vezañ senedourien, priñsed, rouanez, pe zoken... impalaer.
To be or not to be ! eme ar priñs Hamlet.
Dre eurvad e c’hellis chom hep ober evelto, rak meur a gristen e Moskov, ha dreist-holl merc’hed a diegezh vat a oa bet kenteliet gant « Mademoiselle Brenchereau » (2) ha darempred he devoa homañ gant ur bern tud a bouez : ar briñsez Volkonsky, da skouer, an Aotrou Faleyev, brudetañ saver-tiez ar rannvro, Vesselovsky, mestr-kelenner er Skol-Veur, ha me oar.
Karget e oa bet da vont da deir eur noz da c'houlaouiñ an dachenn-se dre ma oa ur priñs Cantacuzene bennak o klask gounit ar maout da vont ar buanañ etre Londrez ha Kêr ar C'hap : evit doare e ranke ober un ehan war dachenn Libreville.
N'eo ket se eo a vern dimp ar muiañ, pa'z eo Ilias Homeros, dreist-holl, un istor ma vez graet ennañ an depegn eus santimantoù don ha luziet Rouaned ha Kadourien, Priñsed ha Priñsezed, Doueed ha Doueezed.
Mots précédents
Mots suivants
priñsel