Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1499, 1659, 1732, 1985] Dezhañ ur priz uhel, un dalvoudegezh vras. [1732] Ur maen prezius a liv glas. [1985] Ar malzennoù prizius e-touez an traezh hag ar grozol. Metaloù prizius. Mein prizius. Traezoù prizius. 2. [1622, 1677, 2013, 2015] A seller outañ evel tra a dalvoudegezh vras. [1622] Cheñchet ar bara e korf hor Salver binniget hag ar gwin en e wad prizius. [1677] Ar werc'hez c'hlorius a welas He mab prizius el Lammgroaz. [2013] He relegenn briziusañ, mantell ar Werc'hez Vari. [2015] Espern un amzer brizius. Unvanded ar yezh, unan eus hor madoù priziusañ.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

prizius

1499
Référence : LVBCA p169 (precieux)

M. Goude m'en deves koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv hag-eñ zo bara ? Na gwin ar pezh zo er c'halir ? D. Nann, rak en vertuz a'r c'homzoù sakr pere en deves pronoñset ar beleg, ez eo cheñchet ar bara e korf hor Salver binniget hag ar gwin en e wad prizius hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1622
Référence : Do. p44

prezius

1659
Référence : LDJM.1 pg precieux, pretieux

Ar Werc'hez c'hlorius a welas / He mab prizius el Lammgroaz, / Pa varvas evidomp-ni-holl, / D'hor miret nad aziemp da goll.

1677
Référence : Do. p67

M. Goude ma en deus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv, hag-eñ zo bara, na gwin ar pezh so er c'halizr ? D. Salokras, rak e vertuz ar c'homzoù sakr pere a bronoñs ar beleg ez eo cheñchet ar bara e korf hon Salver binniget, hag ar gwin en e wad prizius, hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1677
Référence : Do. p45

prezius

1732
Référence : GReg pg exquis (excellent, rare, choisi)

ur maen prezius a liv glas

1732
Référence : GReg pg emeraude (pierre précieuse fort brillante)

parañ, gwarnisañ, gant traoù prezius

1732
Référence : GReg pg enrichir (orner de choses précieuses)

Kaerañ bloavezhioù hor yaouankiz, hor priziusañ madoù, hor gwerc’hded hag hor c’halon, nann n’oa ket ar boan o gouestlañ d’un doue eveldout !

1923
Référence : SKET p.112

Lom a chomas alvaonet-naet, o welout ur bilhed ken prizius o tont er-maez eus godell e vignon.

1944
Référence : ATST p.103

[S]krivet e oa gantañ war ur follenn baper prizius, gant ur seizenn c'hlas, hag hen roas din da virout, e koun anezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p.125

Va istor-me a vo kaer neuze, rak un teñzor a zo ennañ, a zo prizius, souezhus, burzhudus.

1944
Référence : ATST p.43

A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwallc’hwerv"] gant aer Lanurgad.

1944
Référence : ATST p.74

–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !

1949
Référence : SIZH p.40

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Référence : SIZH p.57

An okoume o vezañ aet dister, ez eo anat e voe kavet tud da vont, gant ur guchenn vorianed bennak, ur bigell hag ur "pan" bennak da glask ar malzennoù prizius e-touez an traezh hag ar grozol.

1985
Référence : DGBD p172

Difreuz e oa manet he relegenn briziusañ, mantell ar Werc'hez Vari mar plij, goude ma oa bet pulluc'het an iliz gant an tan-gwall.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 7

Emichañs hoc'h eus un abeg a-bouez evit mennout ma gwelout, Aotrou komiser, a-hend-all e'm lakaoc'h da foraniñ ur pennad amzer brizius en un devezh maz eus relabour c'hoazh.

2015
Référence : EHPEA p223

Eskemm postelioù ha niverennoù pellgomz a espern un amzer brizius, kentoc'h evit en em welet pe eskemm lizheroù.

2015
Référence : DISENT p87

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux