Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. (e-unan pe dirak un adv. pouez.) 1. Adverb a dalvez da sevel ur respont a-du gant ur goulenn nac'h. « Ne ra ket glav ? » - « Nann ». « N'oc'h ket skuizh ? » - « Nann 'ta ». 2. (goude ul lav. diogeliñ nac'h) Adverb a zegas ur mennozh a-du gant ar pezh zo bet geriet a-raok. « N'eo ket tomm an amzer. » - « Nann ». « Ne glever ket mat ar c'hoarierien ! » - « Nann 'vat ! ». [1954] Krediñ a ra din n’emaon ket amañ, em liorzh Krech’ Eliez, war greiz an deiz en derc’hent gouel Sant Erwan 1954, o skrivañ gant un tammig kreion an eñvorennoù-mañ... Nann ! n’on [sic] ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc’h [...]. HS. naren. ES. eo. & (evit kreñvaat an nac'h) Nann da ! : nann evel-just ! « Ne fell ket deoc'h dont neuze ? » - « Nann da ». [1954] Ha diwallit, tudoù, d'ober eveldon ha da lakaat en ho penn ne goust netra ar butun er gêr-se : nann da, gaou eo ar vartezeadenn-se ha ken ker ha n'eus forzh pelec'h e vez gwerzhet du-hont ar segalennoù a dalv ar boan bezañ tanet. & (evit merkañ an arvar pe an diskred) Nann da : nann marteze. « Ne vin ket pell gant ma zro. » - « Nann da ». B. Ger a dalvez da bouezañ war ul lavarenn nac'h. N'ouzon ket, nann. Ne zebrez ket ? nann ? Nann, a dra sur, n'en doa ket c'hoant c'hoarzhin. II. Estl. (e dibenn ul lavared kadarnaat, distag diouzh e genarroud) Termen a reer gantañ evit klask sebezañ ar selaouerien. Tud a oa eno, nann ! : n'oc'h ket evit krediñ pegement a dud a oa eno. III. Impl. da ak. 1. Ger a verk un nac'hadenn. Dalc'hmat e lavar nann. Lavar din ya pe nann. [1878, 1944, 2023] ya pe nann [1878] Lavaret a ri, ya pe nann, piv a zo aet dre amañ ? [1954] D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : [...]. 2. (db. ar mouezhiadegoù) An nann : ar mouezhioù enep. ES. ya.

Exemples historiques : 
63
Masquer la liste des exemples

M. An Tad hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Mab hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Spered sant[el] hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Hag I zo tri Doue ? D. Nann, rak pegement bennak c'hoazh e vent tri ferson, an tri ferson-se evit-se nend int nemet un Doue, hepmuiken.

1622
Référence : Do. p14

M. Goude m'en deves koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv hag-eñ zo bara ? Na gwin ar pezh zo er c'halir ? D. Nann, rak en vertuz a'r c'homzoù sakr pere en deves pronoñset ar beleg, ez eo cheñchet ar bara e korf hor Salver binniget hag ar gwin en e wad prizius hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1622
Référence : Do. p44

e leal nann pas

1732
Référence : GReg pg (nenny) da (non pas da)

nann

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions simples, "non".

Nann eo a lavaran deoc'h.

1850
Référence : GON.II pg nann (c'est non que je vous dis).

nann

1850
Référence : GON.II pg nann (adv. ou particule négative. "non"), pg nétra

Petra 'n dra-se, emezañ ? - Netra ! Ur gignadenn, diouzh ar c'holier am stag en deiz ouzh va chadenn. - Ho stag eme ar bleiz, neuze 'ta, ned it ket amañ, ahont, el lec'h ma peus ch'oant da vonet ? - Nann da ! N'eus forzh !

1867
Référence : MGK p9

Pe ma ne roe netra, ur ger mat eus hor bro ? / — « N'em em zaleit, paourkaezh, ur wech all ho pezo ! » / Nann ! nann ! ne voa Breizhad, hennezh ne voa kristen, / Ar c'hentañ gavas diaes, skoaz-oc'h-skoaz gant peorien / Bale dindan an neñv, oc'h an heol benniget.

1867
Référence : MGK p118-119

Ned an ket da esa kontañ deoc’h ar glac’har en devoe an Aotrou de la Marche o kuitaat e eskopti ha tud ker kalonek, evel ar re a yoa en dro dezhañ... Nann, rak ne c’helfen ket hen ober...

1877
Référence : EKG.I. p.23

Nann, eme an hini a yoa e penn ar vandenn, hag en doa an aer da vezañ hardishoc’h eget ar re all, chomit amañ prest da dennañ e ken kaz ma teufe unan bennak er-maez.

1877
Référence : EKG.I. p.37

N'eo ket o zudoù kozh o deus diskouezet d’ar re zo bremañ an hent fall. Oh ! nann, pell dioc’h eno.

1877
Référence : EKG.I. p.97

Ha den n’en doa truez ouc’h ar merzher... Truez ! oh ! nann !

1877
Référence : EKG.I. p.40

— Da vihanañ, Per, emeve, amañ ne dapimb ket a c’hwen. — Nann, mes moui, pe gelien-[m]orz, diwar ar c’hezeg, ne lavaran ket avat. — Ne pezo nemet skrabat un tamm hag e nijint kuit.

1877
Référence : EKG.I. p.72-73

An eskibien hag ar veleien a dlee sentiñ, nann ouc’h lezennoù Doue ha re an Iliz, mes ouc’h lezennoù graet gant tud ha ned ea ket daou war gant anezho da vezañ kofesaet, na zoken d’ar Sul d’an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.8

— Daoust hag ober ur gentel din-me hoc’h eus c’hoant ? — Nann, rak ne gav ket din e talvezfe ar boan.

1878
Référence : EKG.II p.63

Daoust hag en em lakaat a rejont da dennañ o daou genvreur er-maez eus ar poull-dour ? Nann.

1878
Référence : EKG.II p.163

Lavaret a ri, ya pe nann, piv a zo aet dre amañ ?

1878
Référence : EKG.II p.158

— N’hoc’h eus kavet eta netra ? — Nann, kabiten. Kouskoude hor beus klasket mat.

1878
Référence : EKG.II p.155

— Ur rejimant laeron a-bezh a zo ivez 'ta er waremm-se, eme unan. — Ya, d’an nebeutañ ur rejimant, eme un all. Ha me va-unan em bije c’hoarzhet kalonek o klevet kement-se, ma n’em bije ket bet kement a boan. Daoust ha ret eo kaout ur rejimant Bretoned evit kas d’ar bed all div zousenn dispac’herien ? Nann, Yann Pennorz e-unan a zo a-walc’h evit ober kement-se.

1878
Référence : EKG.II p.93

Ur wech pe ziv e oan chomet a-sav da c’houzout ha me a glevje un tamm trouz bennak en tu pe du. Nann, sioul e oa an noz, didrouz e oa tro-war-dro, ne gleven nemet va c’halon o lammet em c’hreiz.

1878
Référence : EKG.II p.38

Mat, an traoù-se a lakeas diaes va spered. Dont a ris da gaout aon, nann abalamour din va-unan, rak va fuzuilh a yoa ganen, hag, a-raok mervel, me am bije c’hoariet ar vazh ha diskabellet meur a hini, mes abalamour d’am c’homper Herve Soutre, abalamour d’e bried, Katell Eukat, ha d’an daou aelig binniget o bugale.

1878
Référence : EKG.II p.37-38

— Paotred, hor breudeur a zo e krog ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni amañ ? — Nann, nann, eme-ni a-unan, deomp a-raok !

1878
Référence : EKG.II p.15

Deus du-mañ ganin da'z koan hag az po an tañva. Ne lâran ket nann.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Sellet a reomp Breizh, nann evel ur rann eus Bro-C'hall, mes evel ur VRO-VAMM, gwasket ha muntret evel ar Pologn hag an Iwerzhon, hag o viret, daoust da se, ur spered vro, krenn dioutañ e-unan.

1911
Référence : PSEP p V

[...] [U]n ael nan eo ket, gwir eo… — Nann, Izabel, na pell ac’hane, ha, ma kredan brud ar bourk…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Mat evit ar paotr a oa ivez Izabel ; ha Bilzig a gare anezhi. Kement hag e vamm-gozh ? Nann. Evelkent e kare anezhi mat, hag he gwaz muioc’h-mui.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Izabel a oa plac’h a-benn hag a galon. Ret eo d’ei bevañ, arabat eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Ret eo d’ei delc’her penn, enebiñ, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.840 (Miz C'hwevrer 1924)

Fall a raent, arabat eo lavaret nann. Siwazh !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

— Al laer en deus torret an nor ? — Nann, aotrou person. — Piv ’ta !… piv ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

N’out ket bet er wezenn ? — Nann, aotrou.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Hag eñ en hent, da glask ar bleiz. O chom a oa d’ar c’houlz-se, Jañ Glaudadig ha nann ar bleiz, e-kichen ti Izabel.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

Echu ar sutelladenn, Gargam, en ur c’hoarzhin, a lavaras d’ar paotr : — Ma ! neuze blazet mat kig gad ? N’eo ket peurfall. Ah ! ah ! n’eo ket peurfall ? Nann ! nann !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

— N’ho po-hu ket aon o treuziñ al Lev-Draezh ? a c’houlennas ar vamm digante. — Oh ! nann, mamm Izabel. Brav eo an amzer, sklaer [e] vo al loar.

1925
Référence : BILZ2 p.123

— Troc’h ar grelink, Saig, eme ar vartoloded ; bremaik ar vag a vo leun gante. — Troc’hañ ar grelink ?… Koll hon drag ?… Nann ! nann ! a lavaras Saig.

1925
Référence : BILZ2 p.111

Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d'ar c'houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d'ar skol ».

1944
Référence : EURW.1 p22

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Référence : EURW.1 p8

Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare : — « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »

1944
Référence : ATST p.21

Nann, ne deuimp ket a-benn eus hon taol, rak n’eus alc’houez ebet war an armel, ha droug a oa aet ennon.

1944
Référence : ATST p.33

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am [sic] boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Référence : ATST p.68

— « Na gwelloc’h na gwennoc’h ? » — « Nann ! na ker gwenn na kenkoulz. » — « Hein ? » — « Hein ? » — « Nann ! nann ! Na gwenn na mat. Klevout a rit ? »

1944
Référence : ATST p.87

Ya, ya, evit ma rin al labour e-keit ma viot o sellout. Nann ! nann ! pep hini diouzh e du.

1944
Référence : ATST p.94

Dougen a rae gwiskamant p[e]izanted ar c’hornad, nann ur wech, met atav.

1944
Référence : EURW.1 p.206

Ar gravatenn c’hlas a oa ur stumm, ha nann daou, da bakañ anezhi.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Nann, siwazh ! al loened ne gomzont mui evel diagent. Kollet eo ganto, e feson, o holl zeskadurezh.

1944
Référence : ATST p.8

Kastizet e vezent, gant ar skourjez, gant ar wialenn, gant ar « simbol », ha nann hepken er skolioù poblek, mes er skolioù kristen ivez.

1944
Référence : EURW.1 p.105

— « Nann, nann, a-grenn. »

1944
Référence : EURW.1 p54

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Référence : EURW.1 p.207

E don ma c'halon, ha me bugel, ur vouezh a lavare din dija : « Nann, n'eo ket noter e vi ».

1944
Référence : EURW.1 p28

Ha koulskoude, nann ! N'eo ket davet ur vaouez ez ae. Biskoazh seurt soñj !...

1949
Référence : SIZH p.44

- Ur werz nevez emaoc'h o lipat, breur Arturo ? a c'houlennas. - Feiz, nann !

1949
Référence : SIZH p.47

- Doue r'ho pennigo, « señora ! » - Nann, « padre ! » « señorita ».

1949
Référence : SIZH p.45

Digeriñ a ra e zaoulagad. Nann ! N'eo nemet ul labous o kanañ el liorzh kloz.

1949
Référence : SIZH p.38

Ne ouie ket ar paour kaezh kabiten e oa eno ivez un ostaleri, unan hepken ha hi gwell dister, met da vihanañ n’eo ket te, na laezh, na dour-orañjez a veze gwerzhet enni, nann da ! gwin a bep seurt liv ne lavaran ket, ha muioc’h c’hoazh lagout marc’had-mat met eus ar c’hreñvañ, ha setu Yann Vartolod o redek d’an daoulamm etrezek an ti benniget-se.

1954
Référence : VAZA p.110

- Arsa, Yann, e c'houlenne hini pe hini berr warnañ, daoust ha n'on ket re ziwezhat d'an ofis ? - Nann 'ta, emezañ, amzer 'zo, n'eus bet c'hoazh nemet ar son gentañ...

1954
Référence : VAZA p.23

Krediñ a ra din n’emaon ket amañ, em liorzh Krech’ Eliez, war greiz an deiz en derc’hent gouel Sant Erwan 1954, o skrivañ gant un tammig kreion an envorennoù-mañ… [sic, eñvorennoù-mañ…] Nann ! n’on [sic] ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc’h [...].

1954
Référence : VAZA p.45

A-daol-dak e tiflipas ar c’horn eus va genou ha ne chomis ket da sellout daoust ha bruzunet-mik e oa e c’harenn, nann ma karan, rak krog e oan da zeskiñ petra eo an droug-mor war vourzh ur pikol lestr evel hon hini, dotuet ha brañskellet muioc’h eget ur paour kaezh stouv lech a-youl ar c’hoummoù hag ar pevar avel.

1954
Référence : VAZA p.88

Ha diwallit, tudoù, d'ober eveldon ha da lakaat en ho penn ne goust netra ar butun er gêr-se : nann da, gaou eo ar vartezeadenn-se ha ken ker ha n'eus forzh pelec'h e vez gwerzhet du-hont ar segalennoù a dalv ar boan bezañ tanet.

1954
Référence : VAZA p.96

D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : kalz berzh ha rejomp gant hor sonerezh hag hor c’hoariva, ha pep gwech e rankis evel-just displegañ Elle est morte, ur bourd e oan krog da vezañ faezh gantañ, met plijout a rae muioc’h-mui d’an admiral, deut a-benn, moarvat, da c’houzout ar fentigell-se dre’n eñvor ha war hec’h hed.

1954
Référence : VAZA p.103-104

Nann, eus al lec'h-se, sklaer ha fraezh / Ne'm boe disaouzan na keal.

1960
Référence : PETO p38

Se ne lavar ket e vije deuet Monrovia, hag a weler an anv anezhi war aros al listri, da vezañ porzh ar bed ! Nann.

1985
Référence : DGBD p21

Mare-mare am boa klasket reiñ dezho ur blantenn iskis bennak, had diwar bleunioù souezhus, ur skourrig da blantañ diwar ur wezenn-roz nevez he gouenn, rak atav e vezen troet d'an eksotelezh ha ne sellen ket berr ouzh an dispign, met ne blije ket dezho, zoken ma ne gredent ket, er penn-kentañ ato, lavarout nann.

1992
Référence : EAZB p. 102

Nann Aotrou, an dra-se dindan ar maskl ne oa ket an Dr Jekyll, tamm ebet - Doue 'oar petra e oa, hogen nann, ne oa ket an Dr Jekyll e nep doare.

2012
Référence : DJHMH p.68

Neuze en em garjont, hep na vefe bet eskemmet grik etrezo, war-bouez ya pe nann a-wechoù, a vouezh izel evel ma vefer oc'h ober ur jestrig gant an dorn, netra all.

2023
Référence : DREAM p. 98

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux