I.
1. Doare da verañ un ti, ur stal, o krennañ war an dispignoù.
2. Ar pezh a lakaer a-gostez evit e implijout diwezhatoc'h diouzh an ezhomm.
HS. arboell.
3. Tr. adv.
En armerzh : a-gostez.
Lakaat ur blankig bennak en armerzh. Gwin em eus en armerzh.
&
Dre skeud.
Un tammig bourrusted en armerzh.
II.
Dre ast., nevez
Hollad ar fedoù a denn d'ar c'henderc'hiñ madoù ha danvezioù, d'an dasparzhañ ha d'ar beveziñ anezho.
Ar porzhioù zo dezho ur pouez bras en armerzh ar bed.
&
Trl.
An armerzh nevidel.
HS. ekonomiezh.
Lenn a reer e geriadur ar Gonideg e vez graet gant "amerc'h" pe "armerc'h" e Bro-Wened. Displeget e vez eo ar ster heñvel ouzh hini "Espern" pe "Arboell".