Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. niv. A. Ag. peg. 1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da eizh mui unan. Nav bloaz. Nav c'hazeg. Nav deiz. Nav foull. Nav gwech. Nav zro. Nav eskopti Breizh. Un nav devezh, (un) nav devezh bennak : war-dro nav devezh. 2. Trl. skeud. Trein ha distreiñ ub., udb. war e nav zu : war kement tu zo. Kaer am boa e dreiñ hag e zistreiñ war e nav zu, ne ziframmis netra digantañ. & Ober nav zro gant e deod en e c'henoù : en em soñjal mat (a-raok lavaret udb.). & (Ur) marc'had* nav bloaz, meur a varc'had* nav bloaz. B. Ag. pet. 1. (goude un ak.) Navvet. Ar gentel nav. 2. (dirak ar ger eur) Nav eur dek eo. Trl. Chom e c'henoù* (digor) war nav eur (hanter). II. Rag. niv. A. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) 1. Eizh mui unan. Nav a vugale he deus bet e vamm. Nav zo aze. Nav vras. 2. Trl., pemdez Gouzout pet favenn * a ya d'ober nav. & Kontañ pemp * ha nav, pemp* pe nav. & OBER NAV : a lavarer er c'hoari kilhoù pa ziskarer ar gilh greiz a dalv kement ha nav foent. & Dre ast. OBER NAV : gounit, ober berzh. Pe me a ray nav pe me a ray kazeg, ne ran ket kalz a forzh. & Deomp atav, pevar ha pemp a ra nav : war-raok, evit dont a-benn e ranker ouzhpennañ d'ar pezh zo bet graet ar pezh a chom da ober c'hoazh. 3. Adv. (db. an dud, al loened, an traoù) HON-NAV, HO-NAV, O-NAV : me - te, c'hwi, eñ pe hi - a-gevret gant eizh all. & Nav-ha-nav : dre strolladoù a nav elfenn. B. Rag. pet. 1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Navvet. An nav a viz Mae. Ar pab Pius nav. 2. (dirak warn-ugent) Termen a dalvez da sevel raganvioù petvediñ a arouezer an deiziadoù ganto. An nav warn-ugent a viz Meurzh. III. Niv. peg. 1. (db. an dud, al loened, an traoù) Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent. Nav bloaz ha pevar-ugent. Nav c'hurunenn ha tregont. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Nav c'hant vloaz. Nav mil den. Nav-ugent : kant ha pevar-ugent. Dek ha nav-ugent. Nav-ugent vloaz. An nav-ugent den-se. IV. G. (ls. -(i)où) A. Un nav, an nav : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket nav warni - warnañ - pe a dalvez nav foent. B. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul eizh. An niver nav. 2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù h.a. zo en un niver. Nav eo sifr ar c'hantadoù en niver 1925. & Dre navioù : dre strolladoù a nav elfenn. Renkañ traoù dre navioù. 3. Anv a roer d'an arouezenn 9 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul eizh. EVEZH. : (a) kemm. c'hwezh. goude nav ag. peg. ; (b) kemm. blot. goude nav rag. peg.

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

nav

1499
Référence : LVBCA p149 (neuff ; neuf)

nav

1499
Référence : GAVH p18

nav

1659
Référence : LDJM.1 pg neuf

nav

1659
Référence : LDJM.1 pg nao

an nav geur eus an aelez

1732
Référence : GReg pg (les neufs) Choeur(s des Anges)

nav pe zek mil

1732
Référence : GReg pg a

Og, roue a Vasan a yoa ur jeant pehini en devoa nav ilinad uhelded, pe trizek troadad hanter a uhelded. Hennezh voa ar peulvan, va Doue !

1732
Référence : GReg pg geant (Og Roi de Basan étoit un geant qui avoit neuf coudées de haut.)

Ar Werc'hez sakr he deus bet dre un eurvad douget hon Salver e-pad nav miz entre he daougostez benniget.

1732
Référence : GReg pg flanc (La Sainte Vierge a porté Nôtre Sauveur neuf mois dans ses flancs Sacrez.)

ar werbl he devoa nav merc'h; a nav e teuas da eizh, a eizh da seizh etc, a ziv da unan, a unan da get

1732
Référence : GReg pg aine

Nav miz

1850
Référence : GON.II p.63

nav eskopti a oa kent e Breizh

1850
Référence : GON.II pg eskopti

nav

1850
Référence : GON.II pg naô, nav, naved

nav bloaz en deus

1850
Référence : GON.II pg naô, nav

nav ha nav int

1850
Référence : GON.II pg naô, nav

nav-ugent

1850
Référence : GON.II pg naô (-ugeñt)

nav

1850
Référence : GON.II pg nav

nav

1850
Référence : GON.II p.12, introduction, "neuf".

Nav

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "neuf".

Nav pe zeg em eux gwelet.

1850
Référence : GON.II p.90, livre second, « J'ai vu neuf à dix ».

Gwelloc'h eo bezañ paour ha bevañ leal war zouar, / Evit gwerzhañ nav real ar pezh ne dalv pevar.

1867
Référence : MGK p87

Oc'h [ouzh] mil den a zimez, da vihanañ nav c'hant / Ne gemeront na skouer nag ali e nep lec'h, / Ha da noz o eured o devez keuz war-lerc'h.

1867
Référence : MGK p74

Delande 'vel m'en deus klevet, abijoù gwarnizon en deus gwisket ha 'trezek Plouilio eo aet gant nav pe dek eus e baotred

1874
Référence : GBI.II p212

An nav garg-se eo Poellgor ar Gorsedd, pe Kuzul-meur ar Gorsedd.

1909
Référence : REZI p. 9

Nav navedad nozioù, nav navedad deizioù, hounnezh e oa an amzervezhiad ma vane Lugus ha Belisama e-touez pobl Manos.

1923
Référence : SKET p.63-64

E Brigantion e savis war lestr da c’hounit Korbilo, hag eus ar gêr-se, en aber al Liger, e rann gornok Galia, e teuis en-dro da Vriganis ha bro al Lingoned, goude un diankadenn a nav bloaz.

1923
Référence : SKET p.19

Pa voen en-dro, a-benn nav bloaz, ne vane ken war sav peul ebet anezhañ.

1923
Référence : SKET p.21

Digaset e voe an nav fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwintañ e beg goafioù, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwashañ ha ma talc’he c’hoazh ar Skaled, oc’h en em zifenn taer-meurbet.

1923
Référence : SKET p.127

bremañ ez eus nav bloaz

1927
Référence : GERI.Ern pg brema

- Ma, warc'hoazh vintin, da nav eur, e rankot bezañ degouezhet e soudarddi Fautras e Brest, hag ar mezeg a welo hag e stad vat emaoc'h evit mont da Vadagaskar, da genderc'hel ho servij.

1929
Référence : SVBV p7

ar c'hoshañ eus a nav

1931
Référence : VALL pg (l')ainé de neuf enfants

Koulskoude, pa zeuas an aotrou Vallée da zigeriñ ar c'hlas kentañ brezhonek a zo bet graet biskoazh en hor bro a Vreizh, — en ur sal skol, e-pad an ehan-labour —, e oamp nav war ar bankoù : Emil Abéré a Blougastell-Daoulas ; Loeiz Ar Borgn, a Vrest ; Loeiz Coniac, a Landerne ; Loeiz Gautier, a Sant-Brieg ; Jozeb Guyot, a Sant-Brieg ; Frañsez Jafrenoù, a Garnoed ; Jul Olivier-Henry, a Sant-Brieg ; Frañsez Le Page, a Sant-Brieg ; Olier Sagory, a Sant-Brieg ; hag Olier Vallée, a Sant-Brieg.

1944
Référence : EURW.1 p58-59

Gwashoc'hik e c'hoarvezas, e-pad ar studiadenn a nav eur

1949
Référence : SIZH p.40

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux