1. Benveg-seniñ, dezhañ ur c'hlavier hag a ya en-dro gant lañchennoù lakaet da fraoñval gant an aer a vez c'hwezhet enno, evel an akordeon, ha n'eo ket gant korzennoù evel an ograou.
Den ne gave re hir an oferenn-bred pa veze Ann-Mari o kanañ en he-unan e-tal an armolud.
2. Dre fent, GWECHALL
(hep liester)
[1904] Lesanv un den zo e vicher lemmañ lavnennoù gant ur vreolim.
N'eus merc'h ur skubeller, armolud pe lazher-moc'h, kement na doug ar voulouz. Gwilhoù an armolud.
&
Dre ast.
[1904] Den na c'hounez ket mat e vuhez.